Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
Dragon Sant Paol.
JERMEN.
A deu warnomp en dra c’hellont gant an Drouiz
Hag Ury en o fenn.
WIZUR.
P’emaimt ken egaret ?
ERWAN.
O chacha war ar vro malloz an Doueou
Pa n’eo ket mad d’eomp mont d’an dervenn d’ho goueliou
Ha rins a rank beza great warnomp oll dioc’htu.
JERMEN.
Ne jom euz ho kastell nemed eur bern ludu.
DIVI.
Ha c’hoaz eo bet brao deomp gellout en em denna.
WIZUR.
Kredi’rit e teuïnt warnomp betek aman ?
JERMEN.
Dall int gant o c’hounnar, ha war ger an Drouiz
E yaffent d’ar maro hep gina e nep giz.