Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
71
Dragon Sant Paol.
II DIVIZ
WIZUR hag e floc’h, PAOL hag ar Vretoned.
PAOL.
Doue r’ho pennigo.
WIZUR.
Beleg ar C’hrist hoc’h c’houi ?
PAOL.
Ya da ! me eo !
WIZUR.
C’houi eo
Ah ! pelloc’h eo plijet gant Doue hor selaou
Ha lakât da baouez hol lenv hag hon daëlou.
Mil meuleudi dezan.
PAOL.
War e urz zo deuet
Teir gwech betek ennon ; oun euz va bro tec’het
Da zont betek aman !
WIZUR.
Mez ouz piou e komzan ;
C’hoant am euz da lavaret ec’h anavezan
Ac’hanoc’h. Ha n’eo ket c’houi eo mab Perphius
Penn-ohen ?
PAOL.
Eo da !