Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
III ARVEST
————
I DIVIZ
WIZUR hag e FLOC’H war an tevenn.
WIZUR.
Mad kaër am euz sellet, ne welan den floc’hig.
AR FLOC’H.
O vont da zouara edont aze bremaik
En aot doun koulskoude !
WIZUR.
N’euz den war an tevenn.
AR FLOC’H.
N’o deuz ket bet amzer da vont pell ac’halenn
Epad m’oun bet tec’het da vont betek ennoc’h
Rak great am euz dillo va zro m hen asur deoc’h.
....
Ah ! setu i Aotrou !