Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
Dragon Sant Paol.
ERWAN.
Kement all !
TELO, Nuz epad an amzer-man a zello kenan ouz Paol.
O lavaret dezo bremaìk edo kollet
Ar vro ma c’houzanfjet enni eun den hebken
Ha ne bleg ket e c’hlin war dachenn an dervenn
Ha toui ruz glaou tann o deuz great oll raktal
E vije benn an noz great d’ho mell kein strakal
War gerreg an torraod.
PAOL.
ERWAN.
Va goad em izili a skourn ouz ho selaou.
AR MANAC’H.
Betek pegoulz o Krist e vezimp evelhen
Taol distaol euz an eil lac’hadek en eben.
NUZ.
Ni ne gredomp ket ken e beleien a zo
O brasa plijadur gwelet goad dirazo
Doue a zo Doue abalamour m’eo mad
Ha klask a ran e skeud en neb zo e gannad
Ha set’aze perag omp diredet d’ho kaout
Ha da vervel ganeoc’h.