Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
Dragon Sant Paol.
V DIVIZ
Ar re a oa kent, NUZ ha TELO.
PATRIK.
Nuz ha Telo m’oar vad,
Te eo Nuz !
NUZ.
Ya me eo ! ha Telo zo ganen
Deuet hon daou d’ar red adalek an Dervenn
Evit lavaret deoc’h ema an arvoriz
Kounnaret oll spountuz o tont aman gant tiz
ERWAN.
Kounnaret ha rak piou ha perak ?
TELO.
Eneb deoc’h.
PRIMEL, ERWAN.
Eneb deomp ?
TELO.
Oh ! tec’hit buhanna ma c’helloc’h
Nemeur e talefoc’h e vo re zivezad,
Sur mad !