Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
Dragon Sant Paol.
JERMEN.
Bah! lez ar sonjou ze pell diouzit da nijal
P’emaomp aman emaomp ha n’eo ket e leac’h all.
Kemer da delenn barz ha sav eur ganaouenn
A vo goest da lakaat hor c’halonou laouenn.
SULIAU.
Amzer ar blijadur, siouaz zo tremenet
Penaoz e kanin deoc’h, va zelenn zo merglet
Ha va c’halon a ouel, noz deiz a ouel em c’hreiz
O welet pegement eo diskaret hor Breiz.
ERWAN.
Ah ! piou a oar !... gwellaat a raï an traou da vont
Barz kemer da delenn ha kan ar vro da zont.
II DIVIZ
PRIMEL, ar GEDOUR, DIVI, JERMEN.
PRIMEL.
Ar gedour o tiskenn — nevezenti a zo
Gantan. — Ah ! ta gedour hag a nevez er vro ?
AR GEDOUR.
Patrik a deu d’ar gear ha tud war varc’h gantan.