Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
Dragon Sant Paol.




Ahes merc’h d’ar Roue Gralon
Tan an ifem en he c’halon
Er penn kenta euz an diroll
A gas d’he heul ar gear da goll.


ERWAN.

Ar baganiz n’int ket oll’evel tud kear Iz
Anaout a ran dija etouez an arvoriz
Tud hag a vo gellet eaz awalc’h dont abenn
D’o lakaat da gemer dizale hor c’hredenn
Nemed vo red diskouez e karer anezo.

JERMEN.

It eta d’an dervenn da brezek dirazo !

ERWAN.

Me ! n’emaoun ket e tro ! Pa blijo gant Doue
Digas deomp beleien e raint al labour-ze

JERMEN.

Ac’han di ’e c’helli, paterat meur a dro !

PRIMEL.

Mervel a raimp aman heb beleg war hon tro.

DIVI.

Koulz oa beza chomet e bro goz hon Tadou
Goude ma vijemp bet lakeat oll a dammou
Neuze da vihana o koueza en dachenn
Ne vijemp ket marvet heb gras an absolvenn.