Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39
Dragon Sant Paol.



 

PAOL.

Ema o chom.Mad eo !

PATRIK.

Ema o chom. Mad eo !Ni a c’hell mont d’ho kas.

PAOL.

Karout a rafen mont ember betek ennan.

PATRIK.

Araok ma vô re noz c’houi welo anezan.
Ni eo e vesaerien a vez gant e lôned
O redet ar c’hoajou leac’h ma vezomp lezet
Da vont. Eiz dez a zo emaomp o redet bro ;
Fenoz ema ganeomp adarre an dizro
D’ar gear !
(D’e genvreudeur).
D’ar gear ! Starnit raklal pemp loan d’an aotronez
Hag eun all evidon ma ’z’in d’o c’has d’al lez.
{Ar vesaerien a en em denn).

PAOL.

Kalz Breiziz oc’h aman ?

PATRIK.

Kalz Breiziz oc’h aman ?Pewar ha c’hweac’h ugent
Edomp o tont el lestr, tri bloaz vô d’an Asvent.
Ar vro-man oa re vraz diouz an dud oa enni,
Rak evel e Breiz-Veur aman ar gouezidi