Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
Dragon Sant Paol.




PATRIK.

Ha bras eo e c’halloud ?Oll Vretoned ar vro
A anav anezi, ha n’eo ket souezuz,
Rak dispar eo an den : kalonek ha nerzuz,
Speredok ha kristen, ne vank netra dezan
Evit beza doujet.

PAOL.

Evit beza doujet.Ha tudou ar vro-man
A bleg dezan ivez ?

PATRIK.

A bleg dezan ivez ?N’o deuz an arvoriz
Mestr ebed evit gwir ; peb hini ra d’e c’hiz.
Ury o Roue-meur a zo deuet kabac’h
Ha n’en deuz nerz ebed pa zav eun tamm dispac’h
Evit lakaat ar peoc’h : an Drouiz eo a zo
Abaoue meur a vloaz o kas an traou en dro.

PAOL.

An drouiz ? Drouized’ zo c’hoaz aman e kus ?

PATRIK.

Eur gouel a reont hizio en henor d’an heol rus.

PAOL.

E p’ leac’h ema Wizur ?

PATRIK.

E p’ leac’h ema Wizur ?E Kastell pe e Baz
Ema o chom.