Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35
Dragon Sant Paol.
UFFOL.
Gwelet a raínt bremaik ha ni c’hoari da fall.
FREGAN.
Ah ! Potred, en ho raok eur wech hon deuz tec’het
Mez ne dec’himp ket ken.
UFFOL.
ARZEL.
Tostaat a reont !
FREGAN.
Mez e leac’h kik kristen a gavint da zibri...
PATRIK.
Fazia a ran kalz mar d’eo eur c’han brezel
Ar pez a vez klevet euz an traon o sevel.
NAN.
Unan, daou, tri. — Sell ’ta, na pebez gwiskamant.
ARZEL.
Toucherou zo ganto da zestum hon arc’hant.
FREGAN.
Oh ! sell’ta marzuz eo ! Drouized int glaoustre
O vont da c’houel an heol.