Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
Dragon Sant Paol.
PATRIK.
Hag int eur maread ?
ARZEL.
N’eo ket bet tost d’in chom d’o c’honta ! eo m’oar vad.
PATRIK.
Grit d’an tri all sevel ha klask o c’hlezeier
Ha lemmit ho koafou[1] ma c’hortozimp al laer.
(Da Nan)
Kemer da gorn boud-arm ha boud dre ar c’hoajou
Ma vo spountet yan zaoz gant trouz an ekleoiou.
NAN.
Emaint o tont, klevit !
SENY.
Gourinadek a vo.
UFFOL.
Lez anezo da zont.
SENY.
Kan a glever ganto[2],
ARZEL.
Bremaïk da gredi eo e kanint eur zon all.