Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/914

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
914
pardon ha pelerinaj itron-varia-sant-karre

« Gwechall, war-dro ar VIet kantved, eur zant a ziskennas eus Breiz-Veur en Arvor, e hano sant Karre. Deut oa da heul sant Efflam hag e gompagnunez : sant Kemo, sant Tuder, sant Harran, sant Kirio ha sant Merin. Eun tibidi a zavas, en enor d’an Drinded, en kichen Roc’h-Allaz, en eul lec’h a zoug c’hoaz an hano a Lann-Karre. Eun all a zavas en Sant-Karre, hag ac’hane e valee dre ar vro, o prezek ar fe d’an Arvoridiz pagan, en e zorn skeuden Gwerc’hez ar Seiz-Glac’har, an Itron-Varia-Drue.

» Chapelig sant Karre a badas pevar-c’hant vla, ha neuze e kouezas en he foull. Adsavet a oe kalz kaeroc’h, hag ar chapel neve a oe pleustret epad pemp kant vla-all gant holl gristenien ar vro. Neuze e oe diskaret d’he zro, n’e ket, avat, gant an amzer, gant dorn an dud an hini oe. Brezel ar Re Unanet, hag a reas en Breiz kement a reuz, a dremenas warni hag e fladas d’an douar. Skeuden ar Werc’hez, zoken, a oe kollet. »

Koulskoude, an devosion a harze ouz an amzer hag ouz ar brezeliou. Ar chapel glac’haret a gavas skoazel en he dienez : an itron a Rozabaou a roas eun tamm leve d’ezi er bla 1620, ha Yan ar Rouz a zavas eur groaz en he c’hichen hag a stagas outi eur pez kaer a zouar, er bla 1642. Marvat, kement-se a reas d’ar Werc’hez trei he zellou warzu he bugale a Lanvellek, hag e tibabas unan aneze da adsevel d’ezi he chapel hag he felerinaj ; hennez a oe Bizien Yan.

Ter gwech, war a lavarer, en em ziskouezas d’ezan, evel ma ’n evoa ’n em ziskouezet, nebeut arôk, he Mamm, an Itron santez Anna, d’eul labourer-all, Nikolazig. Ter gwech e lavaras d’ezan e oa kuzet he skeuden en douar dindan ar chapel goz. Strafuilhet ha nec’het oll, Bizien a yeas da c’houlen kuzul digant e berson, an ôtro Nikol. « Pedet ha klasket, eme an ôtro person, ha mar deo ar vouez abeurz Doue, e kavfet. »

Kaout a reas. Eun abarde-noz, ma oa êt e-unan da doullan ’lec’h ma oa merket d’ezan, e tizoloas skeuden an Itron-Varia, ha hi ken yac’h ha pa vije bet neve c’hrêt. An den paour, leun a levenez, mui evit p’an ije kavet holl densoriou ar bed, a zaoulinas diraki, ha goude he fedi hag he zrugarekât, he c’hasas gantan d’e di.

An dud, pa glevjont ar c’helou, a diredas da Zant-Karre ; en ti Bizien, hanvet adalek neuze Ti ar Werc’hez, e oe adsavet ar pelerinaj koz.

Mes ar chapel a oa red adsevet ive. Bizien, e amezeg Yan Guyomar hag Erwan Brigant, noter, a ’n em glevas o zri evit se. An ôtro komt Perrien, perc’hen Sant-Karre, a roas douar, hag ar Werc’hez a ziellas ar marc’had dre eleiz a viraklou. An ôtro Nikol, person Lanvellek, amgredik betek hen, a c’houlennas neuze digant an ôtro Kermeno, vikel-vras Dol, o chom en Lanuon, ôtre da adsevel ar chapel ha d’oferennan enni, abalamour, emezan, d’ar burzudou bras a c’hoarveze en Sant-Karre.

Savet a oe ha binniget, gant an ôtro Nikol, an eil sul a viz kerdu 1695, dirak eur bobl diniver ha c’houec’h prosesion, Lan-