Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/915

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
915
pardon ha pelerinaj itron-varia-sant-karre

vellek, Plufur, Plounerin, Plouaret, Plouneve ha Logivi. Pemp bla goude, e oe binniget tri gloc’h neve.

Ar pelerinaj a adkrogas neuze kaeroc’h ’vit ne oa bet biskoaz. Dont a raed da Zant-Karre betek eus Brest, Skaer, Rostren, Laruen, Pleuzal. Pelerined a ra badezi bugale ganet eno ; darn-all, skoet gant ar c’hlenved, e tigoue d’eze mervel hag a gav en Sant-Karre dor ar baradoz, Porta cœli.

Er bla 1705, adalek goueliou Pask betek ar Pantekost, e oe laket 709 oferen en chapel ar Werc’hez. Hirie, e c’haller c’hoaz, hep nep gaou, lavaret e tremen ouspen ugent mil pelerin dre ar chapel vinniget, etre sul ar Pantekost ha sul an Drinded.

Parousianiz Lanvellek hag o beleien ne lezfont biken da vont da hesk ar feunteun a c’hrasou strinket en o zouez.

Ar pardon a ve grêt eus ar c’haeran, bep bla, en kerz goueliou ar Pantekost, sadorn, sul, lun ha meurz.

Da oueliou ar Werc’hez, an 2 a viz c’houevrer, ar 25 a viz meurz, ar 15 a viz eost, an 8 a viz gwengolo hag an 8 a viz kerdu, e ve oferen-bred, gousperou ha prosesion ebarz ar chapel.

An eil sul eus ar miziou-all ve oferen-veure.

War ar pemde, ve oferen d’al lun, d’ar gwener ha d’ar zadorn alïes.

Gant kovesât, kommunian ha pedi evit mad an Iliz, ar belerined a c’hall gonid induljansou bras epad eizved ar Pantekost ha da oueliou ar Werc’hez, pa ve oferen-bred en Sant-Karre.

Itron-Varia Drue,
Mamm vat ha karantezuz,
Pedet evidomp bemde
Hon Zalver, ho Mab Jezuz.




Eil sul a viz Gouere


Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-an-Enez
en parouz Goudelin


En penn kentan an XIet kantved, e veve en Goudelin eun itron a renk uhel, Mari Porstrevenou, muioc’h anavezet dindan an hano « Marie de Goudelin ». Ar plac’h-man a dremene hec’h amzer o pedi hag o skuilh oberou mat endro d’ezi.

Lenn a rêr en istor Goudelin penôs unan eus bugale an itron man o vezan eun devez en kreiz ar mor bras, eur bar-amzer spontus a zavas, hag e oa al lestr o vont da vezan lonket gant ar gwagennou diroll. An den yaouank, strafilhet oll, ne ouie petra d’ober, pa deuas da zonj d’ezan eus an hini a hanver « Stereden ar Mor ». Daoulinan a reas raktal en e lestr hanter-leun a zour, hag e zaouarn juntret war e galon, en em westlas d’ar Werc’hez. Mari