a zo en em erbedi ouz an Hini eman etre he daouarn holl densoriou an nenv. »
Devot oa d’an Ele mat. Pa veze eun dra bennak o stourm outan, en em erbede ouz e êl-mirer, ha bep gwech en dije digantan ar c’hras a c’houlenne.
Bras oa ive e drugare evit anaon ar purgator. Daoust pegement a labour en dije d’ober bemde, Sebastian Valfre a vevas da goz. Mervel a reas an 30 a viz genver 1710, en e vla ha pevar-ugent. En miz eost 1834, Gregor XVI a lakas e hano war roll an dud eürus.
I. — Ar bed dirak daoulagad an dud diboell.
Perak o deus darn kement a boan o kuitât an douar ? Perak o deus darn kement a c’hoant da astenn o bue ? Perak zo darn ken troet gant an enoriou ? Perak zo darn ha n’emaent nemet o klask an tu d’en em avans ? Perak zo darn ha ne glaskont nemet dastum danve, hag a ve bepred en aon d’o c’holl ?
Abalamour m’eo an douar doue an dud kez-ze.
Ha n’eo ket ive hoc’h hini-c’houi ?
II. — Ar bed dirak daoulagad Doue.
Ar bed, eme eur profed, a zo evel eur pik, eur c’hrouanen, eul lommik dour ; ar bed n’eo netra dirak daoulagad an Holl-C’halloudek. Ar bed a zo eun draouien a c’hlac’har evit an den ; harluet eo ennan, abalamour d’e bec’hed. Ar rouane, gant o enoriou, an dud pinvidik, gant o aour hag o flijadur, n’int netra dirak Doue.
Eun den hag a anave e zienez a zo muioc’h a istim evitan en nenv eget ne zo evit eun all hag a c’honezfe eur rouantelez.
Daoust ha dôn eman ar wirione-ze en ho spered ?
III. — Ar bed dirak daoulagad ar zent.
Evite ne oa nemet fank ; gwap a rênt eus e enoriou hag eus e binvidigeziou ; gwelet a rênt ne oa an treo-ze nemet treo hag a voenv, treo hag a dremen, treo ha n’int netra en kichen gened an Otrou Doue ha tensoriou ar baradoz.
An den eürus Sebastian Valfre a glaske ene e nesan ha nan e arc’hant. Pa oe hanvet da arc’heskob en Turin, e ouelas, e krenas hag e reas pep tra evit pellât dioutan ar garg hag an enor-ze. An dra-ze a ziskouez e oa distag diouz treo an douar.
Eur pennad er baradoz a dalv muioc’h eget ar bed holl.