Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/904

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
904
30 Kerdu
an den eurus sebastian valfre

Doue ne zaleas ket da c’hervel anezan da vont da labourat d’e winien. Raktal ar c’hrouadur a zisklerias d’e dud oa e vrasan c’hoant mont da veleg. Mes ar re-man n’o devoa ket a beadra d’e skola. Koulskoude, o welet daerou e vab, tad Sebastian a gasas anezan da Vra, da gommans e studi. Ar bugel a stagas da vat gant al labour. Kommunian a rê alïes ; tec’hel a rê diouz ar gwall-gompagnunezou ; leun oa a zentidigez hag a zoujanz evit e vistri ; mignon oa d’ar beorien, ha rannan a rê gante ar pep brasan eus ar pez a veze digaset d’ezan eus ar gêr evit bevan.

Goude bezan grêt studiou kaer, e oe grêt abostoler en Turin, da viz kerdu 1650. Kerkent e c’houlennas bezan digemeret er gêr-ze en Kompagnunez sant Philip Neri, hag e teuas da vezan sklerijen ha gloar an Urz-ze. Beleget a oe an 22 a viz c’houevrer l662. En em roët oa da Zoue, korf hag ene, ha labourat a reas, hep paouez, war zilvidigez an eneou. En em drei a reas, dreist-oll, warzu an dud reuzeudik. War-dro an hospitaliou hag ar prizoniou e kare bezan. E blijadur oa prezek d’an dud dibreder, klaskerien labour ha klaskerien bara, a oa bras an niver aneze en Turin. Ober a reas eur vad vras evelse. Ar vrud eus e zantelez a oa êt ken pell ma oe dibabet, er bla 1676, evit bezan kovezour ar roue yaouank Viktor-Amede, ha ma oe kinniget d’ezan arc’heskopti Turin. Mes ne oe ket jalet tamm ’bet da bignal er garg-ze.

O vezan ma taremprede kalz an dud vras, e welas ne vije ket kemeret kalz a breder gant silvidigez o zervijerien. Setu ma lakas en e benn o bodan bep sadorn, evit deski d’eze an doare da zerviji ervat an Otrou Doue, en eur zerviji o mistri.

Ar zoudarded, zoken, ne vezent ket ankouaet gantan. Skrivan ’reas eul levr evit deski d’eze an doare da heuilh hent ar furnez, epad ar blaveziou a dremenent dindan an armou. Redek a rê war o lerc’h er c’hazerniou, dreist-oll da vare Pask ; deski a rê d’eze o c’hatekiz ha ne guitae ket aneze hep rei da gement hini a deue d’e selaou eun aluzennig bennak.

Epad e oferen, e teue alïes an daerou en e zaoulagad. Chom a rê nozveziou pen-da-ben dirak ar Zakramant, meulet ra vezo, dreist-oll p’en dije c’hoant da c’honid eur pec’her bras bennak da Zoue.

Goude Jezuz, an hini a gare ar muian oa e Vamm vinniget, ar Werc’hez Vari. Alïes e veze klevet o lavaret : « O Mari, Mamm santel an Otrou Doue, en em erbedi ouzoc’h