lem, ar stereden a yeas da guz. An tri roue a c’houlennas pelec’h oa ganet roue ar Judevien : « Gwelet hon deus, emeze, e stereden, ha deut omp d’hen adori. » Pa glevas ar c’helou-ze, ar roue Herodez en devoe aon da goll e rouantelez ha da vezan diskaret ; pedi a reas an holl dud desket eus kêr da zont d’e gaout, ha digante e c’houlennas pelec’h e tlee genel ar C’hrist : « En Bethleem, emeze. Setu aman ar pez en deus skrivet ar profed : « Ha te, Bethleem, n’out ket an disteran eus kêriou Juda, rak ac’hanout e savo an Hini a dle gouarn ma fobl ». Herodez a reas neuze, dre guz, gervel an tri roue, ha goude bezan goulennet digante ar mare m’oa en em ziskouezet d’eze ar stereden, e lavaras : « Et da Vethleem, klasket mat ar bugel, ha p’ho pezo e gavet, deut da zigas kelou d’in, mac’h in ive d’hen adori. »
An tri roue a skoas warzu Bethleem. Ar stereden a ’n em ziskouezas adarre hag a gerzas en o rôk betek m’oant digouezet el lec’h ma oa ar C’hrouadur-Doue. Kaout a rejont er c’hraou ar Werc’hez gant he mab ; en em dôl a rejont d’an daoulin evit e adori ha kinnig d’ezan profou kaer : aour, ezans ha mir. Goude-ze, Doue a roas urz d’eze da zistrei d’o bro dre eun hent-all.
Herodez a oa eun den kri ha digalon. Arôk neuze, en devoa lazet pe laket lazan e wreg, an daou grouadur en devoa bet diouti, hag e wellan mignoned. Pa welas ne zizroe ket tri roue ar zav-heol, ec’h eas droug ennan hag e roas urz d’e zoudarded da lazan holl vugale Vethleem ha tro-war-dro, betek an oad a zaou vla. Kredi rê d’ezan e c’hallje evelse lemel e vue digant ar mabig Jezuz.
Mes eun êl a deuas da gât Jozef, hag a lavaras d’ezan epad e gousk : « Savet, kemeret ar bugel hag e vamm ; tec’het d’an Ejipt, ha chomet eno ken ma lavarin d’ec’h. » Jozef a zentas war an tôl, ha gant ar Werc’hez hag ar c’hrouadur ec’h eas d’an Ejipt.
Soudarded Herodez a zigouezas, prest goude, en Bethleem, hag a stagas dioustu gant o labour milliget. Truezus meurbed oa klevet mammou ar vugaligou gez !
« Perak, e lavare unan, e lemet-hu diganin an hini am eus laket er bed ? Nag a evez n’am eus ket tôlet epad ma tougen an hini a lazet gant kement a grizder ! » Eun all a youc’he : « Grêt d’in mervel gant ma c’hrouadur ; mar zo torfed, me eo am eus hen grêt ! » Houman a lavare en eur grial-forz : « Ne glasket nemet unan hag e lazet eun niver bras, ha kaer ho pezo, n’hen c’havfet ket ! » Hounnez a lavare : « Deut, Salver ar bed, c’houi n’hoc’h eus aon