Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/898

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
898
27 Kerdu
sant yan

————


KENTEL


Ar muian-karet


I. — Sant Yan eo an hini a viras e ene bepred dinam ; e-touez an Ebestel oa ar muian henvel ouz Jezuz ; ne oa ket en em staget ouz den ebet, zoken dre liammou ar briedelez. Kurunen e ugent vla a oa war e dâl, pa reas Hon Zalver anaoudegez gantan, hag abalamour d’e yaouankiz hag abalamour d’e werc’hded, e oa an hini a oa karet ar muian gant Mab Doue.

An dud yaouank a ’n em ro a-grenn da Zoue, a deu da vezan e vrasan mignoned. Den yaouank hag a lenn ar gentel-man, tôlet evez eta gant aon da goll ho klanded ; miret ho furnez. Ha mar doc’h kouezet, ma zo eun dra bennak o vroudan ho kalon, oh ! en han’ Doue, na chomet ket da vreinan en ho pec’hed. Adolescens, tibi dico, surge. Den yaouank, savet, pa lavaran d’ec’h.

II. — Ar yaouankan a ve dodoennet bepred muioc’hik evit ar re-all. Sant Yan a oe unan eus an tri a bignas gant Jezuz war Mene-Thabor hag en liorz Jethsemani. Er gambr-lid e harpas e benn war Galon-Zakr hon Zalver, hag e-tal ar groaz, e oe roët Mari d’ezan da Vamm.

Den yaouank, c’hoant ho peus da vezan dodoennet, moumounet gant an Otrou Doue ?

III. — Sant Yan a gare kement Hon Zalver ma ne oa ket evit en em zispartian dioutan. Hen c’haout a rêr war Mene an Olivez, pa oe chadennet Jezuz ; hen c’haout a rêr en porz ar beleg bras, pa oe barnet Jezuz ; hen c’haout a rêr war Mene-Kalvar, pa dremenas Jezuz.

En e skridou, n’eus hano nemet eus ar garante, ha p’oa deut da vezan koz, ne lavare d’ar gristenien, bep gwech m’en em gave gante, nemet ar c’homzou-man : « Ma bugaligou, en em garet an eil egile ! »

Ha birvidik eo ennoc’h ar garante ?

Ha mignon oc’h-hu da Jezuz ?

Ha karet a ret-hu ho nesan ?




Eizvet devez warn-ugent a viz Kerdu


Gouel an Innosanted Santel
Merzerien



Nebeut goude m’oa ganet Jezuz en Bethleem, Doue, dre eur stereden vurzudus, a roas da anaout ar c’helou da dri roue eus ar zav-heol. An tri roue a zentas war an tôl hag a ’n em lakas raktal en hent ; eur stereden a gerze en o rôk hag a ziskoueze d’eze an hent a dleent kemer. A-vec’h m’oant digouezet en Jeruza-