miraklou an eus grêt en amzer dremenet hag a ra c’hoaz bemde en kenver ar re a deu da bedi war be an abad santel. An dud kez a goue en drouk-sant, ar re a zo troet o spered, ar re a zo boazet d’an droug-penn a ve pareet, peurvuian, goude ma vent bet o pedi war e ve, ha ma ve bel laket war o fenn relegou sant Briak.
E.O
Hirie e rêr c’hoaz gouel an Iliz o c’hortoz ginivelez Hon Zalver, ar Zalver-ze prometet adalek baradoz an douar ha gortozet gant an holl boblou, ar baganed kouls hag ar Judevien. An Iliz a enor ive, dre ar gouel-man, ar Werc’hez Vari prest da c’henel he mab.
I. — Doue en deus gortozet pell, da gentan, evit diskouez d’an den an ezom en devoa eus Jezuz-Krist.
An den en devoa pec’het, o klask en em zevel betek bezan henvel ouz Doue ; dleet oa e vije diskaret ken na deuje da anaout e zempladurez hag an ezom en devoa da gaout eur Zalver.
Setu perak Doue, da gentan, a lezas anezan gant e skiant vat, ha netra ken, d’e hentchan war hent ar vue ; mes daoust d’e skiant vat, an den a goueze. Doue a roas d’ezan neuze e Lezen ; mes daoust d’ar Lezen, an den a dalc’he da gouezan, da gouezan ken gwaz ha da gouezan ken izel, ma c’houlennas gras eur Zalver, rak gwelet a rê e oa o vont da goll.
II. — Doue en deus gortozet pell c’hoaz, arôk digas e Vab, evit ma vije ôzet pep tra er bed d’ober d’ezan an digemer a oa dleet.
Pa zivizas Doue kroui ar bed-man, e lakas pell amzer evit e ôzan. Pell amzer a dremenas etre e grouidigez ha krouidigez an den. Meur a vil bla a oa ma skuilhe an heol e sklerijen. ma touge ar gwe o frouez, ha ma rede al loened an douar, arôk ma teuas an den. Eun devez, Doue a gavas e oa mat pep tra evit rei digemer da roue ar grouadurien, hag e krouas an den, hag e lakas anezan en kreiz e rouantelez.
Ma ’n eus an Otrou Doue laket kement a amzer d’ober ar bed, evit rei ennan eun digemer dereat d’an den, e grouadur, arabad d’imp kredi, eme sant Thomas, n’en dije ket bet ezom amzer ive evit lakat ar bed en doare da zigemer Jezuz-Krist, e Vab muian-karet.
Rouane ar bed-man, pa dleont ober o diskenn en eun tu bennak, a gas en o rôk kannaded da rei kelou eus o donedigez. Roue an nenv n’halle ket, kennebeut, en em ziskouez e-touez an dud hep kas kannaded da embann : « An Otrou a zo tost ; hepdale e teuio ; ôzet pep tra d’ober digemer d’ezan. » Abalamour da ze