Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/875

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 Kerdu
875
sant briak

ugent miz, e oa ar gouent en he zav. An abad santel hag e holl venec’h a yeas neuze da chom enni. Evelse e savas bourc’h Boulvriak deut hepdale da vezan henvel ous eur gêr vihan.

Sant Briak, hag a zonje gantan bezan dilezet ar bed evit mat, a oe souezet o welet e teue an dud muioc’h-mui d’hen kavet, da c’houlenn aliou ha pedennou digantan. Fellout a reas d’ezan kuitât al lec’h-se. Rei a reas karg eus ar gouent d’eur manac’h parfet ha santel, hag e pellaas dônoc’h er c’hoad. En eur c’horn distro, war eur grec’hen, koad uhel warni, e savas eun tammik ti evitan e-unan hag eur chapelig da bedi. Ac’hane e teue, eur wech an amzer, da welet e venech, ha goude e tistroe d’al lec’h kuz a blije d’ezan dreist ar re-all.

Nag a zen klanv a bareas ! Nag a vurzud a reas en pep feson etre e beniti hag ar manati ! Kontet a vent c’hoaz dre ar vro. Mes ar zant, gant aon na deuje an drouk-spered d’hen gonid dre lorc’h, a dec’has adarre. Mont a reas tre betek Rom, evit goulenn bennoz ar pab ha daoulinan war beiou an Ebestel sant Per ha sant Pol.

Pa arruas war e giz, e venec’h hag ar bobl a oa ouz hen gortoz, hag ober a rejont d’ezan eun digemer dispar. Evel biskoaz e kouezas ar burzudou eus e zorn, n’eo ket hepken war douar al Leo-Dro [1], met hed-a-hed d’ar veaj a reas d’ar Goz-Yeaudet, kichen Lannuon, da welet eskob Lexobi, hag ac’hane da Landreger, da welet ar venec’h-all eus e Urz.

Goude eur vue ken santel, Doue en devoa da rei d’e zervijer fidel eur gurunen gaer. Arru oa koz ha dinerzet gant e labouriou hag e binijennou. Kouezan reas klanv en e vanati, en Boulvriak. O welet e tostae e dermen divezan, e c’halvas e venec’h, e vreudeur holl endro d’e wele. Neuze e falvezas d’ezan kommunian ha bezan nouet dirake. Rei a reas d’eze goude e genteliou, e aliou divezan, hag e savas e zorn evit rei d’eze e vennoz. Neuze e tôlas e zaoulagad war ar C’hrusifi a oa ouz treid e wele, ha goude bezan komzet eun nebeut amzer a vouez uhel, gant karante ha devosion, ouz hon Zalver stag ouz ar groaz, e ene santel a bignas d’an nenv, ar 17 a viz kerdu, er bla 627.

E gorf a oe sebeliet en kichen an ôter vras, en iliz e vanati, ha Doue an eus diskouezet e oa Briak eur zant, dre ar

  1. Pardon al Leo-Dro a rêr c’hoaz bep bla, da Yaou-Fask, gouel an Asansion, ha prosesion al Leo-Dro tro-war-dro d’ar vourc’h, evit digas zonj eus kentan prosesion sant Briak hag e venec’h endro d’an douar dibabet gant ar zant evit e vanati.