Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/864

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
864
13 Kerdu
santez lusia

en kichen galloud an Otrou Doue ? Ar zantez a deuas da vezan evel eur garreg, ha kaer e oe jachan warnezi, ne oe-ket gallet he finval d’ober d’ezi mont el lec’h ma oa c’hoant d’he c’has.

Ar gouarner digalon a lavaras neuze c’houezan eun tân bras endro d’ezi. Doue he diwallas ive diouz an tan. Et er-mêz anezan e-unan, ar gouarner a roas urz d’he dibennan.

Merzerenti santez Lusia a zigouezas er bla 304.

————


KENTEL


Ar sonjezonou fall


Ar c’hoantegeziou direiz hag ar sonjezonou fall n’int pec’hed nemet pa bleg ar volonte d’eze.

Ar pez a dremen er c’horf, en despet d’an den, ne vir ket outan da vezan divastar ; evelse, ar pez a dremen er spered, en despet d’an den, ne vir ket outan, kennebeut, da vezan glan.

Goulenn a rêd, eun de, digant eul leanez a Urz santez Berc’hed, abadez en Wastena, er Sued, ha n’he dije ket, a-wechou, a zonjezonou fall.

Houman, o tiskouez al lapoused a nije ’us d’he fenn, a lavaras : « Ha goest omp, emezi, da viret oute da nijal el liorz-man ? Nan, n’eo ket ’ta. Miret a c’hallomp oute, avat, d’ober o neziou en hon gwe. Evelse, kaer hon devo klask he diarbenn, eur frouden fall bennak, eun de pe de, a c’hall treuzi hon spered, mes goest omp da deurel aneze er-mêz, kerkent, hep rei amzer d’eze da labean hon eneo. »

Evit en em viret diouz ar zonjezonou fall, eo mat pedi ar Werc’hez, mamm ar c’hlanded, hag en em rei d’al labour. An douar a chom hep bezan labouret a deu da vezan karget a zrez hag a spern ; evelse, spered an den, ma chom dîbreder, a deu da vezan karget a zonjezonou fall.




Pevarzekvet devez a viz Kerdu


Sant Yan Diarc’hen
Beleg eus a Urz Sant Fransez (1280-1349)



Ar zant-man a zo eus tri eskopti : eus hini Leon, dre ’man ennan parouz e vadeziant ; eus hini Roazon, dre ’man eno ar barouz e oe person enni ; hag eus hini Kerne, dre ma tremenas ennan e vlaveziou divezan. Genel a reas en Sant-Nouga, en Gorre-Leon, er