Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/863

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 Kerdu
863
santez lusia

da chom bepred gwerc’hez ; pedi a reas eta he mamm da c’hortoz, en eul lavaret d’ezi e oa c’hoaz re yaouank, ha n’he devoa ken c’hoant nemet da chom ganti.

War ze, Eutychia a gouezas gwall-glanv. Lusia a blêe ganti noz-de ; mes kaer he devoa ober, ar c’hlenved a wasae bepred. Eun devez e kinnigas d’he mamm mont da bardonan da ve santez Agatha, da gêr Gatan ; ar be-ze a oa brudet bras abalamour d’ar miraklou a c’hoarveze warnan. Mont a rejont o-diou. Epad ma oa daoulinet Lusia e-tal ar be, santez Agatha a ’n em ziskouezas d’ezi en eur lavaret :

— Lusia, ma c’hoar muian-karet, perak e c’houlennet diganin ar pez a c’hallet kaout hoc’h-unan ? Jezuz-Krist, ho pried, a ro d’ec’h ar pez a glasket : ho mamm a zo pare.

Lusia, beuzet en he levenez, a vriataas he mamm en eur lavaret :

— O ma mamm vat, Doue en deus roët d’ec’h eur c’hras kaer ; fizianz am eus e rofet d’in, d’ho tro, ar pez a c’houlennan diganec’h en e hano ; rannet etre ar beorien ar pez oac’h en zonj da rei d’in, de ma eured, rak grêt am eus le da chom bepred gwerc’hez.

Ar vamm a roas he asant ha ne zaleas ket da implian peadra he merc’h en oberou a drugare.

O welet se, hon dijentil a oe kement a zroug ennan mac’h eas da gât ar gouarner evit diskuilh e oa Lusia kristenez. Ar gouarner a reas he gervel hag a c’hourc’hemennas d’ezi kinnig ezans d’an doueou. Lusia a respontas d’ezan :

— N’anavezan nemet eun Doue, krouer an nenv hag an douar ; d’ezan am eus roët ma madou, ha ne c’houlennan nemet mervel dre garante evitan.

— Peuc’h, eme ar gouarner, ni welo bremaïk ha ne deuio ket ar poaniou a benn ac’hanoc’h.

— Ar poaniou a c’houzanvont evit Jezuz-Krist, eme ar zantez, n’oufent ket ober d’e verzerien tevel : e-unan en deus lavaret d’eze, en e Aviel, ne dleont ket bezan nec’het kas goût petra da respont d’ar varnerien ; rak ar Spered-Santel a gomzo dre o genou.

— Ha c’houi gred, eme ar gouarner, eman ar Spered-Santel ennoc’h ?

— Ya, kredi a ran eman ar Spered-Santel en kement den a zo en stad ar c’hras.

— Mar doc’h breman templ ar Spered-Santel, eme an den kri-ze, hepdale ne vefet ken.

Hag e roas urz d’he c’has d’eun ti fall evit ma vije dizenoret. Mes petra eo galloud an dud hag an ifern unanet,