oa red stourm, hep paouez, ouz an drouk-spered, ha plegan a-wechou d’an dud, dre garante evit ar peuc’h.
Mont a reas eta, e-unan-penn, da chom en eul lec’h goue ha distro ; hag o vezan kavet eur c’havarn, ec’h eas ebarz da dremen an noz, hep goût e oa eul leon o chom enni. An aneval a deuas war-dro hanter-noz, hag o vezan kavet ar zant gourvezet en e blas, e krogas goustadik en e zilhad da jachan anezan er-mêz. Sabas a zihunas, hag a ’n em lakas da lavaret a vouez uhel ofis an noz. Al leon ouz e glevet a dec’has ; mes dal ma paouezas e beden gant ar manac’h, e tizroas adarre, hag o vezan tapet krog en traou e zilhad, e klaskas e ruzan a-bouez e zent. Neuze Sabas a lavaras d’ezan e oa bras awalc’h ar c’havarn evit lojan aneze o-daou. An aneval a yeas neuze gant e hent, hag a lezas an abad didrubuilh d’ober e gousk en e lochen. Koulskoude, war urz Elias, Sabas a zizroas d’e vanati, ha dre e garante, e lakas e venec’h da zont enne o-unan ha da zenti outan.
Petra bennak ma oa e vrasan plijadur bevan pell diouz trouz ar bed, ec’h eas, hep marc’hata, a-benn diou wech, da Gonstantinopl, evit difenn ar relijion, ha bezan en devoe bep tôl e c’houlen digant an impalaer.
Mervel a reas ar 5 a viz kerdu 582, en e bevarzek vla ha pevar-ugent.
An den, pa zent dalc’h-mat ouz e gorf, a deu da groui ennan ur bern ezommou. En em gustumi ’ra d’en em wiskan tomm, hag e teu da gaout ezom da zougen eur zamm dilhad war e gein ; en em gustumi ’ra da zibri ha da evan etre e brejou, hag e teu hag e karfe bezan o lipat eun dra bennak ’pad an de ; en em gustumi ’ra diouz an evachou krenv, hag e teu hag e rofe e lagad evit kaout eur banne ; en em gustumi ’ra diouz ar butun, hag e teu hag e rafe eul leo evit kaout eur c’hornedad ; en em gustumi ’ra diouz kant ha kant tra evelse, hag e c’hallfe tremen heb-e, hag e teu da vezan Yan an holl ezommou.
N’eo ket evelse e rê ar zent ; elec’h ober diouz o c’horfou, e c’hourc’hemennent d’eze, ha ze ne vire ket oute da vezan yac’hoc’h ha da vevan kosoc’h eget ar re a goll o amzer o c’hoari an dro d’eze o-unan.
Eul loen mat eo ar c’horf da zougen an ene d’ar baradoz, gant ma vezo kabestr en e benn ; ahendall e roo lamm d’an neb a vezo warnan.