Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/845

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 Kerdu
845
sant sabas


Pempvet devez a viz Kerdu


SANT SABAS
Abad (439-532)



Sabas a oa ganet en Mutalask, er C’happados, er bla 439, hag a ’n em dennas en e yaouankiz en manati Flavinia. Eno ne zaleas ket da vezan eur skouer evit e holl genvreudeur. Eun devez ma oa el liorz o labourat, en em gavas gant eur wezen hag a oa goloet a avalou eus ar re gaeran ; ha setu hen ha kutuilh unan, daoust ma ne oa ket deut c’hoaz heur ar pred ; mes kerkent, o welet e oa o vont da rei tro d’e gorf da gemer plegiou fall, e frikas e aval dindan e dreid, hag evit en em drec’hi gwelloc’h a ze, e reas le da chom hep dibri frouezen ebet ken ar rest eus e vue.

Da driouec’h vla, e kuitaas Flavinia hag en em dennas en eur manati-all a oa eur peder pe bemp leo diouz Jeruzalem. Evel ma oa krenv, e sikoure e vreudeur en o holl labouriou. Kerc’hat a rê d’an ti ar c’heuneud hag an dour a veze ezom ; serviji rê ar re glanv gant ar brasan trugare.

Da dregont vla, e c’hoantaas bezan lezet d’en em denn e-unan, en eur c’havarn, pemp devez er zun. Roët a oe d’ezan ar pez a c’houlenne. Kuitât a rê ar manati d’ar zul da noz, gant eur zamm bodou palmez, d’ober ruskennou : d’ar zadorn war-lerc’h e tizroe d’ar gêr gant an hanter-kant rusken en dije grêt epad e zun. Pemp bla a dremenas oc’h ober ar vicher-ze.

Divezatoc’h en em dennas en eur c’havarn-all a oa war gern eur mene uhel ’us d’ar Sedron. Tud a deuas di da c’houlenn bezan e ziskibien ; Sabas a zavas evite eur manati, gant eur chapel en e greiz. Deski a reas d’e venec’h trec’hi o zechou fall, dizolo touellerez an drouk-spered, ha bezan aketus d’ar beden.

D’an oad a dri bla ha hanter-kant, e oe beleget gant Sallust, eskob Jeruzalem. Ar vrud eus e zantelez a yee war greski, hag eus a bell e teue diskibien da vevan en e gichen ; en o zouez e oa tud eus an Armeni. Sabas a roas d’eze eur chapel, elec’h ma kanent o-unan an ofis, en o yez ; mes evit an oferen, e teuent d’an iliz gant ar re-all.

Da varo Sallust, er bla 493, menec’h Sabas a ’n em zavas en e eneb, hag a yeas d’ober klemm anezan da Elias, eskob neve Jeruzalem. An abad santel, o welet petra dremene, a ’n em dennas sioul ha didrous, en eur lavaret e