a c’hourc’hemennas e zakri eskob. Goude, Tual a zizroas adarre da Landreger, lec’h ma c’hallas bevan didrous ar rest eus e vue. E varo a zigouezas war-dro ar bla 564. Sebeliet a oe en iliz e vanati, hag ar miraklou a c’hoarvezas endro d’e ve a embannas e zantelez.
Sant Tual a zo pedet ouz an drouk-skevent hag evit pellât ar gwalinier a gasti. Bezan eo patron kêr hag eskopti Landreger, patron Pabu, ha patron Langoat, a-unan gant e vamm, eman eno he be.
Bezan ’n eus, pe an eus bet, chapeliou eleiz dre ar vro : en Bear, Beurlidi, Logivi, Plistin, Plouaret, Plougonver, Plouneve-Moedek, Peurit, Prat, Kemper, Senven, Trabriant, Tregrom, Tregidel, Trezelan, Plouganou.
An dra-ze n’eo ket gwir. Miraklou a zo c’hoaz. Dalc’h-mat e klever hano eus a unan pe unan, a-gle hag a-zeou. Kement a c’hoarve aneze, bep bla, en Lourd, ma c’haller lezhanvan ar gêr-ze, « Kêr ar Miraklou ».
Miraklou a zo eta, hag eleiz, hag en meur a lec’h, hag en meur a zoare. N’eus ket kement ha gwechall, gwir eo. Gwechall, prezegerien ar fe a renke lakat ar miraklou da zigeri hent d’o c’homzou. Ar Judevien a oa ken pennek, hag ar baganed ken diroll, ma n’o dije ket kredet biken e oa relijion Jezuz-Krist ar gwir relijion, panevert ma teuas ar miraklou da zigeri d’eze o daoulagad.
Miraklou a zo eta, ha ma n’eus ket kement ha gwechall, eo abalamour ma n’eus ket kement a ezom aneze breman hag e oe gwechall. « Pa blanter goue yaouank, eme sant Gregor, e tourer aneze ac’han ma ve krog o gwriziou, mes kerkent ha ma vezont stag mat ouz o douar, e paouezer d’o doura. »
Evelse, dour ar miraklou a goueze puilh, en amzer goz, war gwezen ar fe, p’oa neve blantet gant Hon Zalver Jezuz-Krist ; breman avat, p’eo en em ledet ken stank he gwriziou en pevar c’horn ar bed, n’hallo birviken bezan diskaret ; gant se ar miraklou a vezo muioc’h distank.
Awalc’h e vezo, koulskoude, ha kement hini a zello ouz tâl an Iliz a welo eman ganti ar wirione. Ne vije ket bet en he zav, kement-all a vrezel a rêr d’ezi, panevert m’eman Doue ouz he harpan. N’eus ken nemet ar re a stank o-unan o daoulagad, evit miret ouz ar sklerijen da vont enne, a gement a lavar n’ouzont ket en pe tu trei war hent ar vue.