Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/835

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 Kerdu
835
sant tual

e venec’h hag eleiz a dud-all. E-touez ar re-man, e oa e vamm Koupaïa, e c’hoar Seva hag eun intanvez santel, he hano Maëlhen, a walc’he dilhad ar venec’h. Mont a reas da chom eun hanter-leo en douar-bras, el lec’h a hanver breman Trebabu [1], ha bezan en devoe eno, digant Derok, mab Riwall, peadra da zevel eur manati ; mes ne chomas ket pell ebarz. O welet pegement a ezom o devoa an Arvoriz da vezan kenteliet war gwirioneziou ar relijion, en em lakas da gelenn aneze, gant sikour daouzek eus e venec’h. Treuzi a reas Bro-Leon eus an eil penn d’egile. Redek a reas an Domnone a-bez. Prezek a reas dre holl komzou Doue, ha war e roudou, e tiwane ar miraklou. Gonid a reas eleiz a Arvoriz da Jezuz-Krist ; sevel a reas kement a ilizou hag a vanatiou, ma c’haller lavaret eo bet abostol brasan ar relijion gristen en Breiz-Izel. E-touez ar veleien santel a roë ar muian dorn d’ezan, e kavomp Laouenan [2], Ruelin, Kirek ha Briak. Kaeran manati a zavas a oe hini Landreger, hag eno eo e kare bezan an alïesan.

Er mare-ze, Konomor a oa o trei fall. Da varo Iona, mab Derok, e timezas d’e bried hag e klaskas lazan e lez-vab Judual. A drugare Doue, e oe gallet kas ar prins yaouank en kuz da Bariz, da lez Childebert. Tual a ’n em gave neuze da vezan tostan kar ar roue Riwal, en Breiz-Izel. Awalc’h oa evit ma vije en hent ha golo da Gonomor ; heman ne gredas ket e lazan koulskoude ; kas a reas, avat, unan eus e vignoned, ar Ru, da hailhosât anezan muian m’hallje. Tual a ziskennas neuze en Bro-Wened. Eno e kavas Albin, eskob Angers, a ’n em ginnigas d’ezan da vont da gaout Childebert, da c’houlenn skoazel ouz e enebourien. Tual, eme Laouenan, a yeas da Bariz, gant an ôtrou Albin ha daouzek diskib ; eno e reas meur a vurzud. Rei a reas ar vue d’eun den maro. Kaset a oe kelou da Childebert eus ar pez a c’hoarveze, ha heman a bedas raktal Tual da vont d’e gât gant e ziskibien ; epad ma oant en o zav en e gichen, eur goulm a ziskennas eus an nenv war skoa an abad santel. Neuze ar roue a anavezas e oa eur zant dirakan ; stoui a reas d’e dreid, hen hag ar rouanez hag holl dud o lez. Goulenn a reas digantan petra glaske. Tual a lavaras : « Ne c’houlennan nemet eun dra, ma c’hellin miret didrous, me ha ma menec’h, ar peadra a zo bet roët d’imp gant tudjentil ar vro. »

Childebert a roas e c’her d’e zifenn, ma vije ezom, hag

  1. Pabu pe bap, da lavaret eo, tad, a oa eul lezhanv roët da zant Tual.
  2. Patron Treflaouenan, en Gorre-Leon.