Miret a rêr darn eus e relegou en Lokmine, en eskopti Gwened.
Sant Kolomban zo patron da veur a barouz-all en Breiz, en o zouez Beurleudy, en eskopti Sant-Brieg. Bezan ’n eus ive eur chapel en Plouneve-Kintin. Pedet eo evit an dud a goue en drouk-sant.
Ober a rêr hirie ive Gouel ar Werc’hez kaset d’an Templ gant he zad hag he mamm, hag o’n em ginnig eno da Zoue, korf hag ene, kerkent hag an oad a dri bla.
Eur skouer kaer evidomp. Doue eo hon mestr, p’eo gwir eo hon C’hrouer. D’ezan omp, hag en e zervij hepken e tleomp tremen hon bue.
Kerkent ha ma teu spered hon bugaligou da zigeri, lakomp anaoudegez Doue da ziwan enne ha kustumomp aneze da ginnig o c’halonou d’ezan.
En manati Kolomban, an neb a chome hep respont Amen d’ar pedennou, arôk ha goude ar pred, a dape c’houec’h tôl skourje ; an neb en dije mousc’hoarzet en iliz, a veze roët d’ezan kemend-all ; au neb a responte e nesan gant komzou treut a dape hanter-kant tôl skourje ; ar venec’h ne c’houlennent ket eul labour-all, dal m’o dije achuet ar c’hentan, pe a rê eun dra bennak ha ne veze ket bet kemennet d’eze, a veze laket en pinijen. Mankou a oa, zoken, hag e vije roët evite betek daou-c’hant tôl skourje ; nemet neuze, goude pep pemp warn-ugent tôl, e vije grêt eun diskuiz.
O vezan striz en doare-ze, an abad santel a oa deut da gaout eur manati hag a oa eun dudi bevan ennan.
Evelse, eun tiegez a yelo mat pe fall, diouz ma vezo striz pe lôsk an urziou gant ar re a zo en e benn. Ma c’hall pep-hini ober ar pez a gar, ar stal a yelo hepdale da stalig. hag ar stalig da netra. Urz a renk bezan. Ar vugale a ve grêt o fenn a zo bugale gollet, a raio mez ha rann-galon ar re o devo o savet ; ar vugale a ve kastizet evel m’eo dleet, na re, na re nebeut, na hep digare, ar re-ze hepken a deuio da vezan tud henvel ouz tud, a raio enor o c’herent er bed-man hag o c’hurunen er bed-all.