Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/809

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 Du
809
sant kolomban

Kolomban n’asantas ket hag a lavaras : « N’hallont ket dougen ar gurunen, rak ganet int diwar an dizurz. » Eur pennad goude, Brunehaud a yeas da Luxeuil, hag a oa en gortoz da gât eun digemer kaer, mes evel ma oa eul lezen hag a zifenne ouz ar merc’hed mont er manati, an abad santel ne fellas ket d’ezan terri anezi evit ober plijadur d’ar rouanez. Adalek neuze, houman a reas gwasan m’hallas d’ar zant. Lakat a reas e gas da Naoned, gant e genvroïz, da gemer al lestr evit dizrei d’e vro ; mes ne oa ket distag mat diouz ôchou Breiz ma oe distôlet war e giz gant ar gwall amzer. Neuze Kolomban a dreuzas Bro-C’hall hag a yeas d’ar Suiz ; eno e lezas unan eus e dud, sant Gall, hag e tiskennas en Itali, elec’h ma savas manati bras Bobio, hanter-hent etre Jen ha Milan. Karet a rê ’n em denn en e beniti e-unan d’ober e bedennou hag e binijennou. Ne deue d’ar manati nemet d’ar zul ha d’ar goueliou.

Bras oa e zispriz evit ar bed. Setu aman e gomzou : « O bue, na pegen buhan e tremenez ; nag a dud a teus tromplet, touellet ha dallet. Ar re a ’n em stag ouzit n’anavezont ket ac’hanout ; n’out anavezet mat nemet gant ar re a zispriz da blijaduriou. Henvel out ouz eur goumoulen, n’eus netra anezi pa wasker warni, hag ouz eun ezen a weler o sevel hag a deuz en eun hunvre. »

Reolen sant Kolomban n’eo ket peurc’hrêt evel hini sant Beneat ; strisoc’h eo, avat. Difenn a ra ar gwin hag ar c’hig ; ne ro ôtre da gemer nemet eur pred bemde, d’abarde. War-lerc’h pep fazi, e taper eus a c’houec’h da zaou-c’hant tôl skourje.

« Mat eo d’ar manac’h, eme sant Kolomban, bevan en eur manati dindan lezen unan hepken hag en kompagnunez eleiz, evit deski an humilite gant unan hag ar basianted gant ar re-all. Arabad e c’hallfe ober ar pez a gar. N’ey da glask e wele nemet pa vezo torret e gorf gant ar skuizder ; red eo e kouskfe dal ma vezo gourvezet, ha red eo e savfe arôk bezan kousket e walc’h. Ma zo bet grêt gwap anezan, n’eus nemet eun dra d’ober, tevel. Doujan e abad a dle ober evel e Zoue, hag e garet evel e dad. Ne varno ket lavariou ar re goz ; e zever eo senti ha heuilh ar gourc’hemennou, herve ar gomz man eus Moyzez : « Selaou, Israel, ha ro peuc’h. Evel m’eo red mont bepred war rôk, eo red pedi bepred, labourat bepred, ha studian bepred. »

Kolomban a varvas en Bobio, er bla 615 ; ugent vla oa bet en Bro-C’hall, daou er Suiz, ha tri bla so oa en Itali.