Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/797

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 Du
797
sant melani

Hirie e rêr ive gouel sant Emilion. Evitan da vezan Breizad, ar zant-man zo nebeut anavezet en Breiz, nemet en Logivi-Plougras, elec’h ma ’n eus eun iliz eus ar c’haeran ; en Koataskorn, ’n eus ive eur chapel.

Ganet en Gwened, en eur renk dister, e plijas da gomt ar vro-ze hag e oe kemeret gantan da vevel-bras. Tud gwarizius hen tamallas d’e vestr ; neuze e tilezas e garg hag e vro, hag ec’h eas da chom d’ar Saintonj, el lec’h a doug breman e hano hag a zo ken brudet dre e winiennou. Emilion a doullas ’barz ar roc’hel eun ermitaj hag a zo breman souezusan iliz a oufed da welet.

Eno e varvas goude bezan bet Tad eun niver a menec’h diredet da vevan dindanan.

Pedet eo en hon bro evit miret an eost diouz pep gwalen.

————


KENTEL


An Iliz hag ar Gouarnamant a dle en em glevet


Doue, evel mestr an eneou, en deus savet an Iliz ; evel mestr ar c’horfou, en deus savet ar Gouarnamant. An Iliz hag ar Gouarnamant a dle eta en em glevet.

Doue hen goulenn. C’hoant en deus ec’h afe an holl dud d’hen gwelet d’ar baradoz, hag ar Gouarnamant a renk en em glevet gant an Iliz evit ma c’hoarvezo ar pez a fell da Zoue.

N’eus netra dereatoc’h eget an emgleo-ze. An Iliz hag ar Gouarnamant a zo evel an ene hag ar c’horf.

An ene a ro bue ha gened d’ar c’horf ; eus e du, ar c’horf a brest d’an ene ar skianchou en deus ezom evit anaout ar pez a dremen en diavez d’ezan, hag evit rei da anaout d’ar re-all ar pez a dremen en e ziabarz.

Ar c’horf hag an ene n’eo ket laket ane an eil war egile zo bet grêt ; teuzet int, kouls lavaret, an eil en egile, daoust ma talc’hont da vezan dishenvel, dre ar pez a gemeront ha dre ar pez a reont. An disparti etreze a vefe an dizurz, ar maro.

Evelse e c’hoarve evit an Iliz hag ar Gouarnamant ; red eo d’eze en em glevet. An Iliz a dle lakat ar Gouarnamant da beur-ober anezi, evel ma tle ar Gouarnamant lakat an Iliz da beur-ober anezan. Anez ze, e vezo koll diouz an daou goste, muioc’h, koulskoude, diouz koste ar Gouarnamant eget diouz hini an Iliz, rak an Iliz, muian ma lufr, eo en amzer ar brezel.