War e ali, Klovis a zavas eleiz a ilizou neve, a dresas ar re oa fall, a ziazezas kalz a vanatiou, hag a labouras hep paouez da grenvât ar relijion. War e ali c’hoaz, e vodas en Orleans, er bla 511, an daou ha tregont eskob a oa neuze en Frans, evit en em glevet eneb an Arianed hag evit embann gwir greden an Iliz. Sant Melani eo an eskob a skedas ar muian er c’honsil-ze. Hen eo a deuas a benn en Frans da lakat an Iliz hag ar Gouarnamant da rei dorn an eil d’egile, evit brasan mad ar vro.
En amzer-ze e oa en Bro-Wened eun ôtrou bras, e hano Euzeb, den pinvidik ha digalon. Eun devez m’oa êt da Gomblesak, gant e arme, ec’h eas droug ennan, den ne oar perak, hag e reas tennan o daoulagad ha troc’han o daouarn da eleiz a dud eus ar gêriaden-ze. En noz war-lerc’h, e kouezas klanv bras hag e oa dare da vervel. Ar vedesined ne ouient netra diouz e glenved. Tri devez so ’ oa er stum-ze, pa gouezas klanv ive e verc’h Aspasia. Houman a ’n em ruilhe war an douar evel pa vije bet êt an drouk-spered enni. Komzet oe neuze da Euzeb eus a Velani, a deue c’hoaz, beb an amzer, d’ober eur bale da Blaz, daoust d’ezan da vezan eskob Roazon. Eus a Gomblesak da Blaz, ne oa nemet c’houec’h leo ; Euzeb a gasas eur c’hannad da gât an eskob d’e bedi da zont d’e welet, en hano ar garante. Melani a deuas, hag o vezan ’n em gavet gant ar c’hlanvour, e kovesaas anezan, e roas d’ezan eur binijen galet, e lakas d’ezan ter gwech eoul binniget, hag e pareas anezan, hen hag e verc’h. Euzeb, evit diskouez e anaoudegez vat, a roas d’e vadoberour parouz Komblesak a-bez.
Melani a varvas en Plaz war-dro ar bla 530. E gorf a oe digaset da zebelian da Roazon. Pa oa o tremen mogeriou kêr, daouzek laer a oa eno, en eur prizon, o c’hortoz bezan laket d’ar maro, o klevet kan an dud o vont da heul ar c’horf, a ’n em westlas d’an eskob santel, o c’houlenn o delivranz. En eun tôl, an tour ma oant ennan a faoutas eus traou betek krec’h, ha dre ar faout, al laeron a c’hallas en em jachan er-mêz, hag a yeas war-lerc’h ar c’horf betek an iliz.
Sant Melani a zo patron d’eur barouz eus Montroulez hag an eus chapeliou en Plelauff hag en Plufur. Pedet eo evit terri ar gwalinier a gasti.