E-touez ar bobl a oa bodet eno evit goueliou Pask, e oa kement a baganed hag a gristenien. Holl o devoa c’hoant da welet an oferen.
Goude hirr gortoz, e oe kommanset ; mes war-lerc’h ar Gredo, e renkjod adarre pôz ; ne gaved ket en Korseul nag eur banne gwin nag eur c’halur. Ar baganed o devoa en em glevet evit ober c’hontrol ouz ar gristenien. Ar roue Konomor hag ar bobl a deue da skuizan o c’hortoz ; ar zant a reas neuze eur c’halur gant eur men eus an ôter hag a droas an dour en gwin ; en doare-ze e c’hallas achui e oferen.
Malo a zavas eleiz a vanatiou. Labourat douar a rê ive. Eun devez ma oa êt d’e bark, e lemas e vantel hag e lakas anezi en pign ouz eur wezen dero. Eul laouenanig a deuas hag a dovas eun u enni. D’abarde, p’en devoe achuet e zevez, Malo a yeas da gerc’hat e vantel. Pa welas an u e chomas souezet hag e lavaras : « Doue holl-c’halloudek, c’houi eo ho peus laket al lapous bihan-ze d’ober e nez em mantel. Ma leman anezi digantan e kollo e u. » Ha kentoc’h evit ober an disteran poan d’al laouenanig, ec’h eas d’ar gêr, o lezel e vantel ouz ar skourr, ken e oe savet an evned bihan.
Goude bezan tremenet daou-ugent vla o kelenn ar baganed, oc’h ober vad da gorf ha da ene an dud a oa war e dro, ar bobl a c’houlennas digant Judaël, roue an Domnone, sevel eun eskopti en Aleth ha lakat Malo da eskob.
Ar manac’h santel a yeas da Dour hag eno e oe konsakret eskob ; eur wech dizro d’e eskopti, e labouras c’hoaz muioc’h da astenn endro d’ezan rouantelez Jezuz-Krist. Koulskoude e brezegennou ne blijent ket d’an holl, d’ar re fall, dreist-oll. Klask a rejont noazout outan. Eur manac’h koz, hag a oa diouz e du, a oe stlapet gante er mor ha beuzet.
O welet kement-se, Malo a gwitaas ar vro, hag ’n em dennas en Luxeuil, elec’h ma oa neuze sant Kolomban. Pa gredas e oa torret d’e enebourien, e teuas endro, mes digemer fall a oe grêt d’ezan, hag hen ’kuit adarre.
An Otrou Doue a skoas neuze bro Aleth, o tigas warnezi eur zec’hor vras. Daoulagad Alethiz a zigoras neuze ; mont a rejont da glask ar zant, ha dre forz pedi anezan, e c’halljont e lakat da zont gante d’e eskopti. Kerkent ha ma ’nem gavas er gêr, ar zec’hor vras a baouezas. Sant Malo a varvas en Aleth, war-dro an oad a gant vla, er bla 621. Aboue, ar gêr-ze a doug e hano.