Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/791

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 Du
791
sant josaphat koncewitch

hag eur wech grêt o zro, e teujont da gaout ar c’horf ; eur c’hi a vire oute da dostât outan ; lazan rejont anezan, hag e wad a ’n em veskas gant hini e vestr. Stlejan rejont neuze korf an arc’heskob santel dre ar ruiou, ’n heli e zivesker, hag e stlepel a rejont en dour an Dwina.

Pevar devez goude, pesketerien katolik o devoe an eurvat da gouezan war gorf ar merzer : c’houez vat al lili hag ar roz a deue dioutan.

Pi IX, d’an 29 a vezeven 1867, a lakas hano Josaphat war roll ar zent.

————


KENTEL


Merkou ar gwir Iliz


Jezuz-Krist en deus savet e Iliz war daouzek abostol, ha kemeret en deus unan aneze da vezan penn ar re-all ; rak-se ’ta, ar brotestanted, dre n’o deus ket kelennadurez an Ebestel n’emaent ket er gwir Iliz, hag ar schismatiked, dre ne fell ket d’eze bezan gouarnet gant ar pab, n’emaent ket er gwir Iliz.

Es eo anaout gwir Iliz Jezuz-Krist diouz an ilizou fôz.

Ar gwir Iliz a zo unan ; he bugale, n’eus forz en pe amzer ha n’eus forz en pe vro e vevont, a zo unanet etreze, dre ar memes fe, dre ar memes gourc’hemennou, dre ar memes sakramanchou, dindan ar memes penn : ar pab.

Ar gwir Iliz a zo santel : Jezuz-Krist, an hini en deus he savet, a zo santel ; eleiz eus he bugale a zo santel ; he fe, he gourc’hemennou hag he sakramanchou a zo santel, hag er-mêz anezi, n’eus ket ha n’hall ket bezan santelez gwirion ebet.

Ar gwir Iliz a zo katolik : bet eo bet a holl-viskoaz, bezan vezo da virviken, hag anaveet eo en pep lec’h.

Ar gwir Iliz a zo abostolik : diazezet eo war an Ebestel ha gouarnet eo gant ar re a zalc’h o flas.

Ar re a zo en penn an ilizou protestant ha schismatik o deus spered marteze, galloud marteze, nerz marteze, pep tra a c’hallont kaout, nemet ar gwir da gelenn ha da c’houarn an dud en hano Doue ; hennez n’o deus ket.

An ilizou protestant ha schismatik, savet gant an dud, [1] a gouezo aneze o-unan en o foull ; Iliz Rom, savet gant Jezuz-Krist, a chomo en he zav epad an holl amzeriou, ha bennoz ar pab a dalc’ho da vont eus an eil penn d’egile d’ar bed, keit ha mac’h ey ar bed endro.

  1. An ilizou schismatik a oa ganet en Xet kantved ; an ilizou protestant er XVIet.