Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/782

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
782
11 Du
sant martin


Unnekvet devez a viz Du


SANT MARTIN
Eskob Tour (IVe kantved)


Sant Martin


Martin, eur pennher, mab d’eun ofiser, a oa er Pannoni, war-dro ar bla 316. Da seiz pe eiz vla, e teuas da chom da Bavi, da heul e dud. Da zek vla ec’h eas dre laer, d’an iliz, da rei e hano evit ar vadeziant. Da bemp bla warn-ugent, e dad, eur pagan touet, a reas d’ezan mont d’an arme, en esper e teuje da drei kein d’e fe gristen. Mes an deveriou a zoudard ne rejont ket da Vartin ankouât e zeveriou a relijion. Eun devez e kavas e-tal dor kêr Amiens, eur paourkez en noaz. Troc’han reas raktal an hanter eus e vantel da rei d’ezan. En noz war-lerc’h, e welas Hon Zalver en eun hunvre, gwisket gant an hanter-mantel en devoa roët en aluzen, hag e klevas anezan o lavaret d’an êle a oa war e dro : « Martin, petra bennak ma n’eo ket badezet c’hoaz, en deus roët d’in ar zaë-man. »

Er bla 350, e oe badezet gant sant Paulin, eskob Trev. Prest goude, dre forz poanial, e c’hallas en em denn evit mat eus an arme, hag ec’h eas da Boatie, davet sant Hiler, da zeski gantan hent ar zantelez.

Ac’hane ec’h eas d’ober eun dro d’ar gêr ; gonid a reas e vamm da Jezuz-Krist ; mes d’e dad n’hallas ober vad ebet. Dizro da Boatie, sant Hiler a hanvas anezan abad