Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/781

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 Du
781
sant andre avellino

Eiz vla ha pevar-ugent en devoa ar zant. Evel eur zoudard kalonek, en devoa labouret ha stourmet mat evit e vestr. Deut oa ar mare evitan da gaout e gurunen. Goude bezan gwisket e zilhad-oferen ha diskennet ouz traou an ôter, ec’h ee da gomans an oferen. Kerkent ha lavaret gantan ar c’homzou kentan : « Introïbo ad altare Dei : Me yelo warzu ôter Doue », oe darbet d’ezan kouezan ; kouezet a vije bet, skoet gant enn tôl gwad en e benn, panevert oe harpet gant an hini a responte an oferen. Digaset d’ar sekreteri, e oe amzer c’hoaz da rei d’ezan e zakramanchou divezan. Ugent vla goude e varo (1628), Urban VIII hen disklerias eürus, hag er bla 1712, ar pab Klemant VI hen lakas war roll ar zent. Ar Sisil he deus kemeret anezan evit unan eus he fatroned. Ar zant-man a ve pedet en Itali, evit kaout ar c’hras da vezan diwallet eus ar maro trumm.

————


KENTEL


Bezomp war c’hed eus hon maro


Ar maro a zo eun disparti poanius, abalamour m’eo an disparti etre ar c’horf hag an ene, daou dra grêt ken brao an eil diouz egile ; poanius c’hoaz, abalamour ma c’hall c’hoarvezout pa zonjer an nebeutan ; poanius, erfin, abalamour n’ouzer ket petra zo d’en em gaout goude.

Eun disparti eo ha ne espern den : ar maro a ra e dro er c’hestel alaouret, hag al lochennou disteran ne chomont ket heb hen gwelet.

Eun disparti eo ha pep tra a gomz d’imp anezan. Hon zi ; dre ar maro eo e teuomp da vezan perc’hen d’an treo a zo ennan. Ar c’hleier hon galv bep sul d’ar beden a zono eun de glaz evidomp ; ar vered ; mouez ar be a lavar da bep-hini ac’hanomp :

Hirie d’in-me,
Varc’hoaz d’it-te
Da vont kouls ha me,
D’an eternite.

An iliz ; ar plasou hon deus enni, re-all a vezo enni hepdale, hag ar veleien a zo breman o prezek d’imp komzou Doue, re-all a gemero ive o c’harg ; ne vezer ket keit-se evit adneveât pen-da-ben eur barouz.

Ar maro a zo eun disparti hag hon skoo evel eul laer : n’ouzomp na pegoulz, na pelec’h. Nag a dud a varv en eun tôl ! Dleet eo eta d’imp hen gedal en pep lec’h, pa n’ouzomp ket pelec’h e tizo ac’hanomp ; rak ma tigor ar maro mat dor an nenv, ar maro fall a zigor dor an ifern.