Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/770

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
770
6 Du
sant iltud

bed, ha pac’h eas Jermen Auxer da Vreiz-Veur, e oe unan eus e wellan diskibien ; beleget a oe gantan pa zizroas evit an eil gwech da vro ar Vretoned.

Iltud a ziazezas neuze, demdost da Lankarvan, war ribl ar mor, ar manati brudet a zougas e hano ; eno e oe savet sant Divi, sant Pôl, sant Samson, sant Leonor, sant Magloar, sant Gweltas, hag eun niver bras a re-all c’hoaz hag a deuas da vezan sklerijen ha gened an Diou-Vreiz, dre o gouiziegez hag o zantelez.

En Laniltud, n’eo ket hepken ar spered a laboure, ar c’horf an ije ive e lod. Ar manati a oa savet war lez eur vrec’h-vor, ha dre ne oa torrôd ebet, ar mor a c’honeze warnezan. O welet an dra-ze, an eskibien a deuas da gât Iltud da bedi anezan da lakat ar mor da vont war drenv. Eun devez eta ma oa reverdi bras, an abad santel a gemeras e vaz hag a ziskennas en ôd gant e vugale, pa oa ar mor ar pellan. Ober a reas eur rouden en trêz hag e ziskibien a zavas eur c’hleun eno da derri an tarziou-mor. Pa oe peur-c’hrêt al labour, e c’houlennas digant Doue ober d’ar mor chom a-zav, pa vije en em gavet gant ar c’hleun o devoa savet e bôtred, hag abaoue, ar mor a lezas dizolo eun tamm brao a zouar etre ar manati hag hen. An douar-ze a oe labouret hag a roas eostou eus ar c’haeran.

Iltud, sklerijennet gant ar gloar a rê d’ezan e ziskibien, brudet dre e vertuziou, skuizet gant al labour hag ar gozni, a lakas eun all en e blas en penn e vanati, hag a ’n em dennas en e beniti e-unan, epad tri bla. A-viskoaz an evoa ’grêt pinijen ; diwar neuze e reas muioc’h c’hoaz.

Erfin, e teuas c’hoant d’ezan da welet e ziskibien eur wech c’hoaz arôk mervel ; diskenn a reas war o roudou en Bro-Arvor. Douaran reas en Dol ; eno e welas Samson ha Magloar, hag eno ive e varvas, leun a veritou, d’an oad a gant vla, pe war-dro.

Hano sant Iltud a dle padout keit ha ma pado ar fe en Breiz.

Diou barouz eus eskopti Sant-Brieg ha Landreger o deus kemeret anezan da batron : Koadout ha Landebaeron ; miret a reont c’hoaz darn eus e relegou. E bardon a ve grêt en Koadout, an eil sul a viz gouere. Pedet eo evit al loened.