Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/769

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 Du
769
ar plac’h eurus franseza amboaz

goest da zishenveli bara an Oter diouz bara ar c’horf, trawalc’h evit tostât ouz an dôl zantel gant an devosion a zere ouz o oad. D’an tad, pe d’ar re a zalc’h e blas, ha d’ar c’hovezour eo gwelef da be mare e c’hall eur bugel ober e gommunion gentan.

Gourc’hemennou an Otrou ’n eskob Morelle diwar-benn kommunion gentan ar vugale [1]. — Da gentan, ar vugale a c’hall hag a dle tostât ouz an dôl zantel, dal ma teuont da gaout skiant, da lavaret eo, war-dro seiz vla ; evit darn, e c’hall bezan kentoc’h hag evit darn-all divezatoc’h.

Ar vugale en oad-ze a c’hallo mont da gommunian : da gentan, gant m’o devo anaoudegez eus tri mister brasan ar relijion, eus ar finveziou divezan, eus sakramant ar Binijen, eus sakramant an Oter, hag eus an doare da gemer da dostât ouz ar zakramanchou-ze.

D’an eil, gant m’o devo devosion, da lavaret eo, gant ma ouezfont mat ar Bater, an Ave Maria, ar Gredo, an Aktou a Fe, a Esperanz, a Garante hag a Gontrision, ha gant ma vezo anat eman o tiwan enne ar garante en kenver Jezuz-Krist en sakramant an Oter.

D’an trede, gant ma prometfont, i hag o c’herent, pe ar re a zalc’h o flas, heuilh skol an Iliz betek o fask bras kentan.

Roët en St-Brieg, d’an 12 a viz kerdu 1010.

JUL
Eskob Sant-Brieg ha Landreger



SantIltud


C’houec’hvet devez a viz Du


SAINT ILTUD
Abad (VIet kantved)



Iltud a oa ganet en Breiz-Veur, en rouantelez Glamorgan. Evit ober evel e dad, ec’h eas d’an arme, hag e oe savet abred en penn an enoriou. Mes war ali sant Kado, abad Lankarvan, en em dennas er-mêz eus ar

  1. Re an eskoptiou all en Breiz a zo henvel ouz ar re-man.