harlez, mab d’ar c’homt Jilbert Borrome ha da Vac’harit Medicis, a oa ganet en Milan, d’an 2 a viz here 1538. E dad a oa eun den eus ar re wellan. Kommunian rê bep sul, ha bemde e lavare war e zaoulin ofis an Iliz. Sevel a rê holl vugale emzivad e vêrerien, ha rannan rê etreze aluzennou ken bras, ma veze tamallet gant e vignoned d’ober gaou ouz e vugale. Mes hen a lavare d’eze : « Ma kemeran preder gant bugale ar beorien, Doue, eun tad mat evel mac’h eo, a gemero ive preder gant ma re ma-unan. » E garante evit ar binijen a oa par d’e garante evit ar beorien. E bried, eus he zu, a oa skouer holl itronezed vras Milan ; ne golle ket eur pennad eus he amzer ; ne veze gwelet, kouls lavaret, o vont eus ar gêr, nemet evit mont d’an iliz pe d’eur manati bennak.
Ar c’houec’h krouadur a roas Doue d’eze a gemeras holl skouer war o vertuziou ; koulskoude, hini ebet ne reas muioc’h a enor d’eze eget Charlez. Adalek e vugaleach, e roas merkou anat eus e zantelez da zont. Goude bezan boulc’het e studi en Milan, ec’h eas da Bavi da zeski lezennou an Iliz ha lezennou ar vro. Daoust d’an danjeriou a gaver o heuilh ar skoliou bras, ne dec’has ket eur gammed diwar hent ar furnez. Evel e dad, e kommunie bep sun, hag e tec’he diouz ar vignoned ha diouz al lec’hiou a vije bet goest da lakat ar garante en kenver Doue da glouarât en e galon.
Eun doktor a oa anezan o tont d’ar gêr. Er miziou war-lerc’h, ar c’hardinal Medicis, e eontr, deut da vezan ar pab Pi IV, a hanvas anezan da gardinal ha da arc’heskob en Milan, daoust ma n’en devoa neuze c’hoaz nemet tri bla warn-ugent. Bezan oe skoazel e eontr epad ar c’houec’h vla ma chômas war Gador sant Per ; dre e aked e oe klozet konsil-meur Trant evit brasan mad an Iliz. Krenvât a rê e galon dre an devosion, e spered dre ar studi, e gorf dre ar skuizder. Derc’hel a reas da vezan eun den yaouank umbl ha seotus en pep tra ouz Doue hag ouz e vikel war an douar.