vantel d’en em goach ’rôk ar chas a oa o redek war he lerc’h. Gwerok, roue Bro-Wened, eo a oa dre eno oc’h ober eun dro-chase. P’en em gavas gant ar zant, e oe laouen bras da vezan gallet ober anaoudegez gantan, hag e stagas daou damm leve ouz e vanati, evit ma vije pedet evit silvidigez e ene ha hini ar vro.
Gwenaël a varvas prest goude, war-dro ar bla 590. Plougonvelen, en eskopti Leon, Erge-Gaberic ha Bolazec, en eskopti Kerne, o deus e gemeret da batron [1].
Pep-hini ac’hanomp, o tont er bed, a zo merket d’ezan e labour ha roët d’ezan gant Doue kement en deus ezom evit kas da benn ar pez eman o c’hedal dioutan.
Peurliesan, ar mab a gemer micher e dad hag ar verc’h hini he mamm, hag an dra-ze zo mat.
Alies koulskoude, ar gerent, o welet pegement a boan o deus o ’n em denn en o stad, a glask d’o bugale eur vicher dishenvel diouz o hini, hag e c’hallfont ganti gonid êsoc’h o bara. An dra-ze, ’vat, n’eo ket koulz, rak ar skiant-prenan en devoa dastumet an tad hag ar vamm war o micher, ne dalv mui netra evit o bugale, pa ne valeont ket war o roudou, hag an dra-ze a zo eur c’holl.
Eur c’hrouadur hag a gemer micher e dud a zesk anezi en eur c’hoari ; elec’h an hini a gemer unan dishenvel a renk bezan pelloc’h arôk gouzout anezi.
Rak-se, ar vugale a heuilho, peurliesan, micher o c’herent ; koulskoude, ma wel ar re-man e c’hoanta darn eus o bugale trei war eur vicher-all, hag o deus ar pez a zo red evit en em denn enni, ne refont netra evit miret oute da heuilh an hent a zo merket d’eze gant Doue.
Dreist-oll eta, ma welont o deus o bugale c’hoant da vont da veleien pe da leanezed, ne refont netra da viret oute d’en em rei d’an Otrou Doue. Anez-ze e c’halljent kemer evite rebechou kalet sant Bernard : « O ! kerent pennek ha dife, a zo er glac’har o welet ho pugale oc’h ober o zilvidigez, hag el levenez o welet aneze o vont d’ar maro ! Gwel eo ganec’h o gwelet o ’n em goll war ho tro, eget o ’n em sovetât heb-oc’h. »
- ↑ Chapeliou en deus, pe en deus bet en Gwiskriff, en Poullaouen, en Elliant, en Moëlan, en Pennhars, en Ploneis, en Landivisiau, en Kore hag en Pouldergat.