Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/760

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
760
2 Du
gouel an anaon

————


KENTEL


Hon deveriou en kenver an Anaon


Eneou ar purgator a zo er boan, hag o-unan n’hallont netra evit en em ziboanian. Venit nox : an noz a zo deut warneze, ha pa ve noz, n’haller ket labourat ken. Mes ni a c’hall o zikour dre ar bedennig verr a lakomp war-lerc’h hano ar re a zo êt d’ar bed-all : hen-ha-hen, Doue d’hen pardono ; dre an dour binniget a dôlomp war o beziou ; dre an oberou mat grêt da gorf, da spered pe da galon hon nesan ; dre eur vue renet mat. Eneou hon tud koz a zo tostoc’h d’imp goude hon maro eget arôk ; ma zo eta eun dra ha n’hon dije ket grêt, na sonjet, ha lavaret, pa oa hen-ha-hen o vevan en hon c’hichen, perak hen ober, hen zonjal hag hen lavaret breman, pa ’n eus kalz muioc’h a anaoudegez ac’hanomp evit gwechall ?

Gallout a reomp sikour an Anaon, dreist-oll dre an induljansou a c’honezomp evite, ha dre ar zervijou hag an oferennou a lakomp lavaret evite en iliz.

Greomp vad d’an Anaon hag e refomp vad d’imp hon unan, rak roët e vezo d’imp gant ar muzul hon devo kemeret da rei d’ar re-all.




Trede devez a viz Du


SANT GWENAËL
Abad Landevennek (VIet kantved)



Gwenaël, mab da Ronvel ha da Levenez, a oa ganet en Lanvenek [1], en goueled Leon. E gerent a oa Bretoned, ginidik o-daou eus a Vreiz-Veur, hag a oe eus ar re gentan a dreuzas ar mor evit dont da chom da Vro-Arvor.

Eun devez, — seiz pe eiz vla a c’halle bezan er mare-ze, — e oa o c’hoari er porz dirak e di, pa zigouezas gant sant Gwennole tremen en hent-se gant eun toullad eus e venec’h. Abad Landevennek, o welet ar bugel koant-se, a lavaras d’ezan gant eur mousc’hoarz :

— Ma mabig, n’az peus ket c’hoant da zont da vanac’h ganimp-ni ?

  1. En parouz Lanriouare.