Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/758

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
758
2 Du
gouel an anaon

krouet gant Doue en e vadelez, etre ar baradoz hag an ifern, evit lemel ar pec’hejou veniel diwar an eneou hag o lakat da beurbaean o dle da justis Doue, betek an diner divezan : donec reddas novissimum quadrantem [1].

II

Eur purgator a dle bezan hag eur purgator a zo. Ar baganed o-unan, daoust ne oa nemet eun eulfen eus ar wirione o sklerijennan o spered, a lavare e oa en tu-all d’ar be eul lec’h bennak da lakat an eneou en pinijen, arôk mont da vro an eürusted. Kaout a rêr an dra-ze er skridou savet gante, nebeut blaveziou hepken arôk donedigez Hon Zalver.

Ar pez a oa anavezet fall gant ar baganed a oa anavezet mat gant pobl Doue. Evelse e welomp Judas Makabe, goude eur brezel enep gwaskerien e vro, o sevel arc’hant da gas da Jeruzalem, da lakat pedi Doue eno evit eneou ar vrezellourien a oa kouezet en e gichen, war dachen an emgann, hag ar skrivanier sakr, goude bezan displeget kement-se, sklerijennet gant ar Spered-Glan, a lavar eo eun dra vat, santel ha talvoudus pedi evit ar re varo, ma teuio Doue da zizamman aneze eus o fec’hejou : Sancta et salubris est cogitatio pro defunctis exorare [2].

Da betra e talvezfe ar pedennou evit an dud varo, ma ne vije ket a burgator, ma ne vije, evel ma lavar ar Brotestanted, nemet eur baradoz hag eun ifern, p’eo gwir en ifern n’eus pardon ebet ken, hag er baradoz ar zent ne vank netra d’o eürusted ?

Hon Zalver Jezuz-Krist e-unan, [3] o komz eus ar pec’hed eneb ar Spered-Santel, a lavar ne vezo pardonet nag er bed-man, nag er bed-all, hag an doktor bras sant Augustin, goude bezan lennet ar gomz-ze, a skriv kement-man : « P’eo gwir Jezuz-Krist a lavar ne vezo ket pardonet ar pec’hed eneb ar Spered-Santel, nag er bed-man, nag er bed-all, e ro da anaout dre ze zo pec’hejou hag a vezo pardonet er bed-all, hag ar pec’hejou-ze eo ar pec’hejou veniel a vezo lemet diwar ene an den en tân ar purgator. »

An Iliz a bed evit an Anaon, beb oferen a lavar he beleien ; pedi ra war ar c’horf maro ; pedi ra d’an eizvet devez goude an tremenvan ; pedi ra d’an de-ar-bla. Ha gant aon na chomfe eun ene bennak hep peden, e ra bep bla gouel an Anaon, de war-lerc’h gouel an Holl Zent.

  1. Sant Vaze, Vet pennad, 26et koublad.
  2. Levr Makabe, XIIet pennad.
  3. Sant Vaze XII, 32.