Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/752

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

» Rak an Otrou Doue a gar ive e re varo ; karet a ra betek ludu o c’horfou ;

» Skuilh ra warneze bemde, diwar an ôter, mil bennoz.

» Ar vered eo liorz an Otrou Doue, a zo o chom enni, ha korfou an anaon a zo ’vel plantennou kizidik miret ha temzet gantan en douar o c’havel, da c’hortoz ma voint treusplantet en liorz ar Baradoz. »

Eun dra dinatur eo dispartian, hep red, ar vered diouz an iliz ; evelse, setu mouget ar moueziou a gelenne ken kaer ar c’hristen. Ar vered, heb an iliz, n’eo ken nemet eul lec’h mut, karget a denvalijen hag a dristidigez ; an iliz parouz, heb ar vered en he c’hichen, a zo henvel ouz eur vamm he deve kollet he bugale, ouz eur rouanez he deve kollet he c’hurunen hag he lez.

Mes mar zo true da gât ouz ar re varo argaset diwar-dro o iliz, muioc’h a drue zo da gât c’hoaz ouz ar re veo deut da vezan ken kaledet ha ken dall ma freuzont a-benn kaer ar c’haeran tôlennou dispak dirak eul lagad kristen.

Miz du eo miz an Anaon. Er c’houlz-man eus ar bla, e savont o mouez, mui evit biskoaz, da c’houlenn digant ar re veo pedennou, yuniou, oferennon, kommunionou.

Devosion an Anaon zo unan eus kaeran re a zo en Iliz. En hon amzer, e fell da dud fallakr he mougan ; laeret o deus digant ar re varo alc’houe o frizon, an arc’hant espernet gante, pa oant war an douar, evit pedi evite, pa vijent o leski en tân ar purgator.

Dic’haouomp an Anaon paour laket en noaz ; kasomp d’ezan aluzen hon fedennou birvidik ; hen, divezatoc’h, a bedo evidomp ive.