Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/751

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Miz Du


————


Ar Vered hag an Iliz


————


Eur bobl hag a intentfe pebez liamm kaer ha talvoudus a zo etrezan, e vered hag e iliz, hennez a vefe eur bobl krenv meurbed.

Evelse e oa gwechall pobl Breïz-Izel, rak an tri lec’h-man a oa unanet en e vue : an iliz, ar vered, ar gêr. An iliz a oa kalon ar barouz, ar re varo dastumet holl an tostan d’ezi, hag ar re veo bodet, muian m’hallent, endro d’ar vered ; eus ar c’hreiz e save an tour, da gas warzu an nenv klemm an Anaon ha peden ar re veo : ar vered a stage ar barouz ouz an illz, hag an iliz hag an tour o stage holl ouz an nenv.

Eun dôlen gaer, mar oe biskoas. Hirie, e ver o tanzen difreuzan anezi. Ar vered a oa hent an iliz ; ’vit dizrei ar Breton diwar hent e ilizou, e kaser ar berejou pell dioute : an iliz diouz eun tu, ar vered diouz eun tu-all, hag an dud diroutet a vo evel tri mailh torret eur chaden hag a yee gwechall eus ar bed-man d’ar bed-all.

En kreiz ar vered, an iliz an disteran a zo kaer da welet ; gened ar vue, ar galloud, ar vadelez, a splann dispar war he zâl, en kreiz park sioul ar Maro ; hag ar Vered, pegen dudius d’ar galon he fleustri tro-war-dro d’an Iliz ! Na tener ha frealsus ar moueziou a zav eus don ar beziou o lavaret holl en eur c’hantik :

« Skuilhet hon deus endro d’an iliz ludu hon c’horfou, evit ober eun hent da gas da dabernakl an Doue beo.

» Pa oamp o vevan e-touez an dud, e teskemp d’eze hent an Iliz ; breman, pan omp maro, ni o c’helenno c’hoaz.

» Pegen mat eo bevan en harz ho tioueskel, o Doue, ha pegen mat kousket goude en skeud hoc’h iliz ’lec’h oemp badezet.

» Ar voger a zisparti ac’hanomp diouz tachen ar re veo a zo henvel ouz divrec’h an Otrou o stardan achanomp war e galon.