Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/750

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
750
31 Here
sant kentin


————


KENTEL


Penos e ve grêt ar Zent


Eur wreg diwar ar mêz, eme an Tad Monsabre, klanv eur pennad a oa, a vode he unnek bugel, bemde goude koan, endro d’he gwele, evit ar pedennou diouz an noz.

Arôk ar Bater, e veze lennet Bue ar Zent. Eun devez, da vihanan, oa bet lennet pasion eur merzer yaouank, a oa marvet, al laouenedigez war e dâl, en kreiz ar brasan tourmanchou, en eur anzav Jezuz-Krist ; hag ar vamm, pa oe serret al levr, a c’houlennas, an daerou en he daoulagad :

— O ma bugale, piou a rafe kemend-all, en de a hirie ?

An unnek krouadur a zavas en o zav, holl a-unan, hag a lavaras :

— Ni, mamm, ni, gant gras Hon Zalver Jezuz-Krist.

Setu aze, tadou ha mammou, peseurt kristenien a refet eus ho pugale, ma kemeret ar gustumans da lakat lenn Bue ar Zent bemde, en ho ti, goude koan.

Hag evit gwelet ha teurel a ra plê mat ho pugale eus ar pez a lenner, grêt goulennou berr hag ês oute war ar pez emaent o paouez klevet : evelse e teufet d’ober gante bugale kristen.