Ar pec’hed a zo eun dra hag e tleomp, eme ar Skritur-Zakr, tec’hel dioutan evel diouz eun aer-viber.
Ar zent, holl a dec’he, gant ar brasan evez, diouz ar pec’hed ha diouz kement tra a welent ennan skeud ar pec’hed ; rei a rênt o bue evit jachan ar bec’herien diwar hent an ifern.
Ha n’eo ket souez, rak pa vezo lavaret mat, n’eus ken droug war an douar nemetan ; n’eus nemetan oc’h ober poan da Zoue ; n’eus nemetan oc’h ober poan d’an den.
Peseurt kemm [1] a zo etre ar berlezen en eur bann-heol hag ar berlezen en he c’hlozen ?
Hini ebet, nemet e ve en daou lec’h dishenvel.
Peseurt kemm a zo etre ar pec’her hag an den daonet ?
Hini ebet, kennebeut, nemet n’emaent ket er memes lec’h ; ar pec’her eo an den daonet war an douar, hag an den daonet eo ar pec’her en ifern.
Skrijus eo sonjal en kement-se.
Tec’homp eta diouz ar pec’hed, gwellan m’hallfomp, ha diouz kement a zoug d’ar pec’hed ; jachomp war an hent mat, dre hon skoueriou, hon c’homzou hag hon fedennou, hon breudeur hag hon c’hoarezed kouezet war hent an ifern, ha lavaromp alïes d’ar Werc’hez Vari :
Torret chaden ar bec’herien,
D’ar re zo dall roët sklerijen.
Pellaet diouzimp pep droug dalc’h-mat
Ha goulennet d’imp pep seurt vad.
Solve vincta reis,
Profer lumen cœcis,
Mala nostra pelle,
Bona cuncta posce.
agloar a oa eur Breizad a ziskennas war-dro hanter ar c’houec’hvet kantved en Bro-Arvor, da heul e genderv Samson, hag a bignas, da varo heman, war gador eskob Dol (565).
Mes dont a reas buhan da gazout ar garg-ze, ha goude bezan roët e gador da zant Budok, en em dennas en enezennou a oa stag ouz e eskopti, evit gallout bevan eno pell diouz trouz ar bed. Eur Breizad galloudus ha pinvidik, e hano Loieskon, a oa perc’hen ter eus an enezennou-ze. Seiz via so e oa klanv gant al lorgnez. Goude bezan klask-
- ↑ Kemm, différence.