Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/739

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 Here
739
an den eurus bonavantur potenza

bet da blijout d’ar bed, ha Doue a gastizo ac’hanoc’h abalamour da ze : ar c’hrign-bev a zebro ho penn. » Hag en gwirione, pemp bla ha tregont goude, ar wreg-ze a zavas enni eur gouli euzus a grignas he fenn hag a gasas anezi d’ar be.

En noz arôk gouel Maria miz kerdu, e oa o tomman gant e vreudeur, goude bezan kanet an ofis, pa ’n em droas en eun tôl warzu an Tad Thomas a Gerroto : « Breur, emezan, laket urz en aferiou hoc’h ene, rak a-benn daou vla, da genver an de-man, e varvfet. » Hag ar gomz-ze ive a deuas da vezan gwir.

Er bla 1710, an Tad Bonavantur a oe kaset da zevel eur manati neve da Ravello, hag e reas eno, dre e gomzou hag e skoueriou, eur vad divent er vro tro-dro. Eun devez, o vezan kavet eun den lor war e hent, e vriataas anezan gant teneredigez, ha kerkent ar c’hlanvour a ’n em gavas yac’h-pesk.

Koulskoude, an amzer a dostae, evit an den santel, da vont da welloc’h bro. C’houec’h miz arôk e varo, e veze komzou a ze gantan. D’ar 15 a viz here, ec’h eas da govez an ôtrou ’n eskob, hag o kimiadi dioutan e lavare :

— Otrou ’n eskob, eun dra vras am eus da c’hourc’hemenn d’ec’h.

— Grêt eta, eme an eskob.

— Mat, eme an Tad Bonavantur, pa vin maro, klasket, en han’ Doue, da zont war ho tro, eur beleg hag en devo hardiegez awalc’h evit lavaret d’ec’h ar wirione.

En deiou war-lerc’h e kouezas klanv ; d’an eizvet devez eus e glenved, e c’houlennas pardon ouz e vreudeur eus an holl skoueriou fall en devoa roët d’eze. Eun heur arôk e varo, e lavaras ter Ave Maria, hag e roas e ene da Zoue, heb anken, d’ar 26 a viz here 1711.

E gorf, goude e varo, a dôle c’houez vat hag a chômas gwenn evel unan bev ; an ôtrou ’n eskob a reas e zougen en ruiou kêr, ha miraklou eleiz a c’hoarvezas pen-da-ben. Pa oe kaset d’an iliz, e tigoras e zaoulagad hag e stouas e benn dirak ôter ar Zakramant.

————


Ober a rêr hirie, en Kemper, gouel sant Alor, eil eskob Kerne goude sant Korantin, patron Erge-Vihan, Plobannalec, Tremeok ha Tregennek, ha gouel sant Alan, a bignas war gador-eskob Kemper, prest goude sant Alor, hag en deus eleiz a filhored hag a filhorezed en Breiz-Izel.