Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/737

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 Here
737
sant gouenou

Nebeut goude, eleiz a dud yaouank a c’hoantaas kemer skouer diwar Gouenou ha bevan gantan. Konomor, o vezan klevet kelo a ze, a roas douar awalc’h d’ar zant da zevel eur manati ha da vagan e venec’h.

An abad santel, ken dre e gomzou, ken dre e skoueriou, a renas ervat e venec’h. Tol evez a rê, dreist pep tra, da viret d’eze o brud vat, hag abalamour da ze plac’h ebet n’halle lakat he zreid er manati.

War a lavar ar re goz, ec’h azezas eur pennad war gador-eskob Leon hag e oe ar pastor mat a oar diwall e zenved diouz ar bleiz hag o magan gant frouez ar gwir zantelez.

O vezan êt da Gemperle d’ober eur bale da welet sant Korbasius, eur mignon d’ezan, e oe lazet gant eur morzol o kouezan diwar eur voger e oad o sevel.

E gorf a oe sebeliet en Kemperle. Divezatoc’h e oe digaset e relegou d’e vanati. Douget e vezont bep bla endro d’e vinihi, da genver pardon bras ar Yaou-Bask. Duked Breiz o-unan a c’houlennas an enor d’o dougen ; an ôtrou Charlez Bleiz hen greas, er bla 1342 ; an ôtrou Yan V, er bla 1417 ; an ôtrou Per hag e eontr, an ôtrou Arzur, er bla 1455.

En blaveziou kentan ar XVIIet kantved, e oe savet en Gouenou kaeran iliz a zo war-dro Brest.

Ar zant-man an eus chapeliou en Plien, en Priel hag en Plouillio. Bezan eo patron Sant-Goueno, en Breiz-Uhel.

————


KENTEL


Ar fe


N’oufemp birviken sevel ilizou re gaer, na kanan re uhel meuleudiou ar zent koz o deus, evel sant Gouenou, digaset er vro-man tensor ar fe.

Ar fe eo ar penn-kentan, ar men-diaze hag ar wrizien eus hon holl zantelez.

Ar men-diaze a lavar muioc’h eget ar penn-kentan, hag ar wrizien, muioc’h eget ar men-diaze. Gwir eo, ar men-diaze eo ar penn-kentan eus an ti, mes bezan eo, ouspen, ar pez a zoug an ti a-bez, ha dougen a zo muioc’h eget kommans. Evelse, ar wrizien a zo ive penn ar wezen ; dougen a ra ar wezen ; bezan eo ive ar pez a ro bue d’ar skourrou, d’ar bleuniou ha d’ar frouez, ha rei bue a zo muioc’h eget dougen.

Heb ar wrizien, n’eus ket a wezen ; heb ar men-diaze, n’eus ket a di ; heb ar penn-kentan, n’eus netra. Evelse, heb ar fe, ar c’hristen n’eo kristen ebet ; heb ar fe, n’hall den plijout da Zoue. Dre ar fe eo e teuomp da garet hon enebourien ; panevert d’ezi, hon dije kasoni oute ; dre ar fe eo e teuomp da gazout plijaduriou ar bed ; panevert d’ezi e karjemp aneze ; dre ar fe eo e teuomp da ankouât eun dismeganz zo bet gret d’imp ; panevert d’ezi, e klaskjemp en em venji ; dre ar fe eo e teuomp da vinnigan an Otrou Doue en hon foaniou,