Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/711

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 Here
711
santez thereza

zervijerien a veze grêt d’eze evel da dud an ti. Biskoaz, war muzellou ma zad, n’am eus klevet an disteran gaou, nag an disteran leou-douet, nag an disteran drouk-prezegerez. »

Santez Thereza
Santez Thereza

En eur skol evel houman, Thereza a deuas, a vihanik, da vezan ive devot bras. Karet a rênt, eur breur d’ezi ha hi, lenn bue ar Zent, hag o welet ar vad hag ar joa o devoa ar verzerien o renti testeni ar gwad da Jezuz-Krist, e teuas c’hoant d’eze da skuilh ive o gwad evitan. N’o devoa er mare-ze nemet c’houec’h ha seiz vla. Setu i o tec’hel dre guz eus ti o zud hag en hent warzu bro ar Vuzulmaned. Eur yeontr d’eze o c’havas war-dro kêr Avila hag o digasas d’ar gêr. O welet n’hallent ket bezan merzerien, e lakjont en o fenn sevel peb a ermitach en liorz o zad ; mes kaer o devoe, ne deujont biken a benn da zevel o lochen. Ar mogeriou, grêt gant mein sec’h, a-vec’h en o zav, a goueze en o foull. « C’hoariou bugale, eme Dhereza, hag a ziskouez, koulskoude, pegement a c’hrasou am eus bet a vihanik digant an Otrou Doue. »

N’he devoa c’hoaz nemet daouzek vla pa gollas he-mamm. Neuze, he daoulagad leun a zaerou, ec’h eas dirak skeudenn ar Werc’hez evit goulenn diganti derc’hel en he c’henver plas he mamm.

Arôk daou vla goude, e oa chenchamant vras en he bue. Eur genitervez d’ezi leun a garante ar bed, a zaremprede an ti, ha Thereza he devoa grêt anezi he mignonez. Ne zaleas ket da zont da vezan henvel outi : « Ma ’m ije eun ali da rei d’an tadou ha d’ar mammou, eo lavaret deze evesât, dreist pep tra, na deufe o bugale da zarempredi re-all hag a c’hallfe deski d’eze treo noazus ; eno eman ar penn kentan evite, rak dre natur omp troetoc’h d’ober an droug eget ar vad. »

He zad a oa war evez ha ne zaleas ket lakat urz.