Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/710

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
710
14 Here
sant kallist

dister hag an dud paour o ’n em vodan endro d’ezi, hag o c’houlenn diganti sec’han o daerou ha harpan o zempladurez.

————


KENTEL


An Iliz a c’hall bezan perc’hen


An ezommou a grou ar gwiriou. An Iliz he deus gwir da gaout danve, evit an digare mat m’he deus ezom danve.

Bezan he deus he relijion da gas endro ; ezom he deus tïe evit bodan he c’hristenien, ôteriou, listri sakr, gwiskamanchou-oferen, kleier, goulou, ezans ; an treo-ze holl ne vezont ket kavet evit netra.

Bezan he deus he beleien, hag o vezan n’eo ket êle int, e renk o bevan, o gwiskan, o lojan, pleal gante pa vezont klanv ha pa vezont koz.

Bezan he deus he skoliou evit sevel ervat he bugale, he fatronachou, evit ober kristenien rik ha kalonek eus he yaouankiz, he hospitaliou, evit repui he emzivaded hag he feorien.

An Iliz he deus gwir da gaout danve, evit an digare mat m’he deus ezom danve, evel m’en deus ar paour gwir da gaout bara, evit an digare mat m’en deus ezom da vevan.

Kemer madou an Iliz heb he asant a zo eul laeronsi euzus a denn malloz an Otrou Doue war gement hini hen gra, hag a zigor an nor da bep dislealded. Ma kav d’ar vourc’hizien a zo en penn ar Gouarnamant eo mat laerez madou ar veleien, arabad d’eze, kennebeut, kaout fall gwelet ar beorien o klask diframman digante ive o re o-unan. Red eo e c’hallfe pep-hini bezan perc’hen d’e beadra ; anez ze, ar bed n’hall ket chom en e zav.




Pempzekvet devez a viz Here


SANTEZ THEREZA
Gwerc’hez (1515-1582)



Thereza he deus skrivet he-unan, war urz he c’hovezour, al loden vrasan eus he bue. Dreist pep tra e kare ar zentidigez, ar wirione hag an humilite ; rak-se, alïes e kav digare d’en em damall ha d’en em lakat izellan m’hall, kammed d’en em veuli.

He zad hag he mam, eus Avila, er Spagn, a oa tud eus ar renk uhelan. Eleiz a vugale a deuas d’eze. He zad en devoa tri eus eun dimezi kentan, ha nao eus eun eil ; holl e savas aneze en doujanz Doue.

« Ma zad, eme Thereza, a gare kalz lenn levriou mat, ha bezan en devoa hag a oa en yez ar vro, evit ma c’halljemp o lenn ; ma mamm a oa a-du gantan evit deski d’imp hon deveriou a relijion ha lakat, dreist-oll, an devosion d’ar Werc’hez da ziwan ennomp. Biskoaz skouer fall ebet ne baras dirak hon daoulagad ; ne veze grêt stad en ti nemet eus ar vertu. Ar beorien a gave bepred digemer mat ; ar