Oswi a lavaras raktal : « Hag anzav a ret-hu holl, kouls en eil tu ’vel egile, eo bet lavaret ar c’homzou-ze gant Hon Zalver Jezuz-Krist da Ber, hag eo bet roët d’ezan, dre ze, alc’houeziou rouantelez an nenv ? »
— Ya, a respontjont, hen anzav a reomp.
— Mat ! eme ar roue, me lavar, me, ne fell ket d’in mont eneb d’an hini eman gantan alc’houe ar baradoz ; ha senti rin ouz e urziou, gant aon na rofe ket a zigemer d’in divezatoc’h.
Komzou Wilfrid ha re Oswi a c’honezas an holl, ha Bretoned ha Sôzon a dorras o giz fall evit senti ouz ar pab.
Wilfrid a oe ar gouiziekan eus holl eskibien Breiz-Veur, war lezennou an Iliz. A-benn diou wech, pa oe stlapet diwar e gador eskob, ec’h eas da Rom d’ober e glemmou, hag en doare-ze e kustumas e genvroïz da drei o zellou warzu eskob an eskibien ha barner an holl gristenien. Er seizvet hag en eizvet kantved e vefont gwelet stank o heuilh e roudou, o rouane er penn arôk, hag o vont da bedi war beziou an Ebestel. I eo a zesko da rouane ha da gristenien Bro-C’hall an hent hag ar c’hiz da vont da bardonan da Rom.
Wilfrid a c’halvas Eddi Stephani, eur c’haner bras eus rouantelez Kent, da zont da zeski kan-iliz sant Gregor en e eskopti. Sevel a reas eleiz a vanatiou eus a Urz sant Beneat, hag en Undalum, en unan aneze, e varvas d’ar 24 a viz ebrel 709, o ren e bempzekvet bla ha tri-ugent. Arôk mervel, e roas e holl beadra d’an ilizou, d’ar manatiou ha d’ar vignoned o devoa e heuilhet en harlu.
Sebeliet e oe en iliz Sant-Per, en Rippon, ha pa oe dismantret an iliz-ze, e relegou a oe digaset da iliz-veur Kantorbery.
Ar pez a lavar eun tad hag eur vamm a zo gwir evit ar vugale ; ar pez a lavar eur skolaer a zo gwir evit ar bôtred a ve gantan er skol ; ar pez a lavar eur barner a zo gwir evit ar re a deu d’e lezvarn ; ar pez a lavar eur gouarnor a zo gwir evit ar re zo dindanan
Evelse eman an treo, ha mat eo e vefent evelse ; ma ne vefent ket evelse, penôs e chomfe ar familhou, ar skoliou, al lez-varniou hag ar gouarnamanchou en o zav ?
An tad, ar skolaer, ar barner hag ar gouarner n’en em dromplont ket peurliesan ; pa zigouez gante hen ober, o faziou a c’hall bezan reparet.
An Iliz a renk bezan difazi, n’eo ket peurliesan, mes bepred, rak an den en deus ezom da c’houzout petra en deus da gredi ha d’ober evit bezan salvet ; ezom en deus da c’houzout an dra-ze buhan rak