ilfrid oa eur Zôz, hag a oa ganet en rouantelez Northumberland, war-dro ar bla 634. Da bevarzek vla, e oe kaset da vanati Lindisvarn. Ac’hane, war digare kreski e ouiziegez, ec’h eas d’ober eur bale da Vro-C’hall, hag en dizro, e chomas eur pennad en Kantorbery.
Da dregont vla, war c’houlenn Alfrid, mab ar roue Oswi, e oe hanvet arc’heskob en York. Sakret e oe en Kompiegn ; goude ar sakr, an eskibien hen dougas war eur gador aour, herve giz ar C’hallaoued.
Epad ar pemp bla ha daou-ugent a vevas goude, en devoe eur vue trubuilhet, mar zo bet unan. Diskaret diwar e gador-eskob, laket warnezi adarre, hanvet da vont da eskoptiou-all, harluet eus bro e gavel, tôlet en eur manati, bezan e oe unan eus an dud ha n’o deus ket kavet eun eurvez plijadur e-touez an enoriou.
E drubuilhou hag e vrezeliou a zervijas da startât al liammou etre Iliz e vro hag Iliz Rom. Arôk m’oa beleget, oa bet en kêr-benn ar gristenien ; ar c’hentan a oe da vont eus e vro da bardonan war beziou an Ebestel. Ober a reas neuze anaoudegez gant sekretour ar pab sant Martin, an avieler bras Bonifas ; heman a deuas da garet anezan evel e vab. Kemer a reas plijadur ouz e gelenn, o tisplegan d’ezan ar pevar Aviel, o tiskouez d’ezan an doare d’en em gemer evit kaout de gouel Fask, ha fazi ar Vretoned war ar poënt-se ; lakat a reas anezan, erfin, da welet ar pab, ha da gaout digantan e wellan bennoz.
Er bla 664, eun nebeut miziou hepken arôk ma oe sakret eskob, kristenien vrasan Breiz-Veur a ’n em vodas en Whistby, galvet gant ar roue Oswi, evit en em glevet war an de da lidan gouel Fask. Wilfrid a enebas ouz Kolman, eskob-abad Lindisvarn, hag en eur brezegen eus ar re gaeran, e lavaras e oa red da gristenien Breiz-Veur heuilh giz Rom hag ober o Fask d’ar memes devez gant an holl gristenien-all eus ar bed, elec’h bezan oc’h ober o fenn o-unan, heb an disteran digare vat : « En Rom, e lavaras Wilfrid, en eur ziskenn eus ar gador, eman penn an Iliz, rak Jezuz-Krist en deus lavaret da zant Per : « Te eo Per — da lavaret eo men, — ha war ar men-ze, me ’ziazezo an Iliz. »