a zo eur gwir gristen, n’eus netra, nag en douar, nag en ifern, goest d’e zispartian diouz e Zoue. Ar garante a zo trec’h d’ar maro.
En hon amzer, an Iliz a zo gwasket, ken gwasket pe gwasketoc’h evit en he zri-c’hant vla kentan. Evit bezan barrek da vale war hent an enor hag ar zantelez, ar gristenien o deus ezom da zibri alïes ar bara diskennet eus an nenv hag a grenvae o breudeur henan. C’hoant Leon XIII oa gwelet ar gristenien o kommunian bep sul ; c’hoant Pi X eo o gwelet o kommunian bemde.
Dre ar gommunion, ar c’hristen a lak karanteziou ha c’hoantegeziou Jezuz-Krist da vezan e re.
Dre ar gommunion. ar c’hristen a deu da vezan eun eil Krist. N’hall netra ober droug d’ezan, rak ar garante a zo trec’h d’ar maro.
n bro ar Galile, en kêrig Nazareth, breman zo 1900 vla, e veve eur verc’h yaouank, eur benherez, he hano Mari.
P’en em gavas en oad da zimezi, da lavaret eo, war-dro he femzek vla, eun den yaouank eus he anaoudegez, e hano Jozef, he c’hemeras da bried.
Kaerat eured, an hini a unanas an daou zen-ze ! Gwad rouaned koz ar vro a rede en o gwazied ; ar gened a lintre war o zâl hag ar zantelez a vleunie en o c’halon.
Ma ne oa ket an danve etre o daouarn, n’heller ket lavaret, kennebeut, e vije an dienez en o zi, rak labourât a rent o-daou, ha diouz c’houezen o zâl e c’honezent brao bras peadra da vevan.
Eun devez, arc’hêl an Otrou a ziskennas eus lein an nenv da zigemenn da Vari e oa bet dibabet evit bezan mamm da Zalver ar bed, an hini a oa gortozet abaoue baradoz an douar. Ar wreg yaouank hag he devoa grêt al le, ar promese, hi hag he fried, da viret kurunen ar werc’hded en skeud ar briedelez, a gilas.
Raktal, an êl a roas d’ezi da anaout e kemerje Doue eur berad eus he gwad da groui gantan e Vab, evel m’an evoa gwechall kemeret eun tamm pri da groui gantan an den kentan, hag e vije, war an dro, Mamm ha Gwerc’hez. Mari a asantas.
Et Verbum caro factum, est, et habitavit in nobis [1]
- ↑ Sant Yan, 1a pennad, 14et koublad.